Visant-Jozeb Rousseau Rozenkoad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Reizh. + liammoù
D Fazienn skeiñ
Linenn 8:
Mont a ra da veleg, stag ouzh [[Kompagnuniezh ar Mabig Jezus]], da lâret eo, e oa jezuist. Anvet eo kelenner tro-ha-tro e [[Arras]], [[Kemper]] ha [[Nevers]]. Dont a ra war e giz en e vro e [[1774]], bloaz m'eo lakaet da benn-aluzenner, pe rener, kouent an Ursuladezed e [[Karaez]]. E [[1780]] e adkaver anezhañ evel rener kouent ar Vizintanezed, straed ar Bag-treizh (''r. du Bac'') e [[Pariz]].
 
Harzet eo e-pad an [[Dispac'h bras]] dre ma nac'h leañ ouzh al [[Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodourienkeodedourien]].
 
Boureviet ha lazhet eo bet d’an [[2 Gwengolo|2 a viz Gwengolo]] [[1792]] e-barzh leti kouent ar Garmez, e [[Pariz]], da geñver ar pezh a zo bet anvet "[[Lazhadegoù Gwengolo]]".
 
Lesanvet eo bet "ar [[gwenvidig]]" war-lerc'h. Ur [[gwerenn-livet|werenn-livet]] en e enor a c'haller gwelet e [[iliz Sant-Juluan Kastell-Nevez-ar-Faou|iliz-parrez Kastell-Nevez-ar-Faou]].