Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15, bloaz 2010 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 108:
Met a-du e vin ganit : pezh n'eo ket fall n'eo ket mat a-walc'h c'hoazh. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 21 Ebr 2010 da 17:46 (UTC)
::Evidon-me n'eo ket trawalc'h sevel pennadoù nevez na vint lennet nemet nebeut a wechoù. Ma'z eus amzer da dremen o vefe koulz gwellaat reoù a zo dija. Gant ar brezhoneg emañ unan eus an "donderioù" disterañ (depth) [http://meta.wikimedia.org/wiki/List_of_Wikipedias#10_000.2B_articles] (bann dehou), da lavaret eo al labour, ar cheñchamantoù war pep pennad. Kemeromp da skouer broioù 'zo evel [[Hungaria]] pe [[Portugal]], gwall skort int. Pennadoù a-bouez int, pe e tlefent bezañ da vihanañ. Kalz talvoudusoc'h (istor, arz, kegin...) evit nep brezhoneger eget kumunioù eus Brazil, lakaomp.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] 21 Ebr 2010 da 20:54 (UTC)
:::D'am soñj e tigorer ur gaoz all amañ. Pep hini a lenn ar pennadoù nevez a blij dezhañ, ha me a lenn ar re db an an arz, an istor, hag an douaroniezh ha ne sellan ket ouzh ar sonerezh stadunanat pe ar manga a blij da lod all. Pep hini a skriv db ar pezh a blij dezhañ, me a blij Brazil din (douaroniezh, istor hag all) ha marteze on an hini nemetañ, met diouzh gwelout, Portugal pe Hungaria ne blijont da zen ebet. Ne gredan ket e vije lennet kalz wikipedia gant ar vrezhonegerien, ha sur on n'eo ket ar pennadoù hir a lennont ar muiañ, pe neuze e rafent amañ pezh na reont ket gant al levrioù. Koulskoude e vin a-du ganit war ur poent : traoù zo hag a zo pouezusoc'h eget re all (met n'on ket sur ez eo ar memes re gant pep hini). En tier-embann ez eus renerien evit urzhiañ ha kenurzhiañ, amañ n'eus ket, gant se n'haller ket kenurzhiañ kalz a dra. Met pa vo prest an holl da labourat war Hungaria e kemerin perzh evelto. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 22 Ebr 2010 da 04:04 (UTC)
::::Ne vez ket lennet kalz pennadoù Wikipedia brezhonek gant an dud, a-du, met perak dont da lenn pennadoù n'eus ket outo, pe tost netra e-barzh ? Me gav din e lenner pennadoù hir pa vezer dedennet gant a tem (ha pa 'z eus traoù da lenn ha da zeskiñ). Reiñ a rin skouer ur pennad bet savet ganin evit ma ne vefe feuket den. Perak e chomfe tud da lenn ar pennad [[Anakin Skywalker]], pa 'vezont kalz klokoc'h e saozneg, galleg, kastilhaneg, pe c'hoazh alamaneg ? Hag e-mod-se eo evit un toullad pennadoù. Ha n'eo ket Wikipedia ur geriadurig, met un holloueziadur, d.l.e gant pennadoù bras ha klok (pa 'vez danvez). Dre-se neuze ne welan ket perak eo dedennus kaout miliadoù a pennadoù hag a zo kazi goullo, kavout a ran gweloc'h kaout nebeutoc'h, met gant muioc'h a zanvez.
::::Goude ar c'henurzhiañ war an temoù a zo un afer all, met aze e kavan ez eus ur preder talvoudus all da gaout marteze. Fin n'eo nemet va ali. A galon--[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 22 Ebr 2010 da 20:54 (UTC)
 
==Doare-skrivañ==