Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15, bloaz 2010 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 111:
::::Ne vez ket lennet kalz pennadoù Wikipedia brezhonek gant an dud, a-du, met perak dont da lenn pennadoù n'eus ket outo, pe tost netra e-barzh ? Me gav din e lenner pennadoù hir pa vezer dedennet gant a tem (ha pa 'z eus traoù da lenn ha da zeskiñ). Reiñ a rin skouer ur pennad bet savet ganin evit ma ne vefe feuket den. Perak e chomfe tud da lenn ar pennad [[Anakin Skywalker]], pa 'vezont kalz klokoc'h e saozneg, galleg, kastilhaneg, pe c'hoazh alamaneg ? Hag e-mod-se eo evit un toullad pennadoù. Ha n'eo ket Wikipedia ur geriadurig, met un holloueziadur, d.l.e gant pennadoù bras ha klok (pa 'vez danvez). Dre-se neuze ne welan ket perak eo dedennus kaout miliadoù a pennadoù hag a zo kazi goullo, kavout a ran gweloc'h kaout nebeutoc'h, met gant muioc'h a zanvez.
::::Goude ar c'henurzhiañ war an temoù a zo un afer all, met aze e kavan ez eus ur preder talvoudus all da gaout marteze. Fin n'eo nemet va ali. A galon--[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 22 Ebr 2010 da 20:54 (UTC)
:::Lavaret em eus ar pep pouezusañ, ne rin nemet adlavarout ken moarvat. Wikipedia zo pezh a lakaomp e-barzh: pennadoù berr ha hir. Ha berr e vezont a-raok bezañ hir, e saozneg evel e brezhoneg. Ha hir pa vezont hiraet. Neb a gav treut ar pennadoù amañ a c'hall magañ anezho pa gar.
:::Marteze e fell da lod e vije ken hir ar pennadoù evel er wikioù brasañ: ne vo ket tu biken, rak biken ne vo kement a vrezhonegerien evel a saoznegerien, nag italianegerien zoken, o labourat. Souezhus e kavan hor bije kement a lañs war ar wiki kembraek, a anavezan un tammig, rak eno n'eo ket nec'het an dud gant berr pe hir. Mat e vije derc'hel kont eus istor hon yezh ivez: biskoazh n'eus bet kaoz e brezhoneg eus kemend a draoù evel amañ a gav din. Ra vin dislavaret ma laran gaou. Brav eo gwelout un nebeud linennoù war ur gumun eus Bro-C'hall pe [[Euskal Herria]] : ne oa ket bet graet a-raok. Ma fell d'an den kavout pennadoù hir e oar pelec'h mont da glask. Ma fell dezhañ lenn brezhoneg (se a c'hoarvez) eo amañ, ha me garfe e vefe brezhoneg mat. Pezh a glasko Yann Vrezhonek d'am meno n'eo ket pennadoù hir da gentañ, met brezhoneg yac'h ha plijus. Gwelloc'h e kavan ul Larousse bihan brezhonek difazi a lennin dre vras eget un nebeud pennadoù hir db danvezioù ha n'on ket nec'het ganto tamm ebet ha ne lennin biken ([[Pokemon]] lakaomp). Ha ma Larousse bihan-me n'eo ket goullo, leun a c'hallek yac'h eo, ha difazi eo ivez. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 23 Ebr 2010 da 02:29 (UTC)
 
==Doare-skrivañ==