Dan (renk) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D vi-koukoug
D reizhadennoùigoù
Linenn 1:
Graet e vez gant an termen [[Japaneg|japanek]] '''dan''' (段) er [[sport emgannañ|sportoù emgannañ]] japanekjapanat hag en obererezhioù japanekjapanat hengounel all evel an [[ikebana]], ar [[go (c'hoari)|c'hoari go]] pe [[Chanoyu|lid an te]] evit merkañ liveoù barregezh pe skiant-prenañ disheñvel.
 
Dont a ra reizhiad an ''danoù'' goude hini ar [[kyū|c'hyuioù]]. En darn vrasañ eus ar sportoù emgannañ japanekjapanat e vez merket mestroni un derez ''dan'' gant un den (''yūdansha'', 有段者) dre zougen ur [[gouriz du]]. Dre voas ez a war gresk al liveoù a c'haller tapout eus ar 1{{añ}} dan betek an 10{{vet}} dan. Dre -vras e c'hall an danoù kentañ bezañ tapet dre en em ginnig da arnodennoù pe e-kerzh kenstrivadegoù. An danoù uhelañ avat a c'houlenn bloavezhioù a skiant-prenañ avat hag un emouestl bras en obererezh ma pleustrerpleustret, dre ar c'helenn pe an imbourc'h. N'hall an derezioù uhelañ bezañ deroet nemet gant unan gantañ ur renk uheloc'h hag a gomz en anv un ensavadur kreiz.
 
Reizhiad ar renkoù dre ''zanioù'' zo bet ijinet en {{XXvet kantved}} a-benn kemer lec'h an doare hengounel dre ziplomoù barregezh. Evel-henn e klot an dan kentañ gant ar mare ma veze echuet ar prantad divrazañ gant an deskarded er skolioù hengounel, ha ma veze sellet outo evel tud dellezek da gregiñ da resev ur gwir kelennadurezh. E berr gomzoù ez eo an dan kentañ, derez an deraouad. Heñveldra, miret e vez an dan uhelañ evit krouer ar sport emgannañ ha n'hall bezañ roet nemet gantañ e-unan. Gant se eo aet da get an derez-se e sportoù zo.
 
A-benn merkañ splannoc'h araokadennoù ar bleustrerien a-raok dezho tapout un ''dan'' eo bet krouet reizhiad an derezioù [[kyū]].
 
E [[japaneg]] ez eus un anv da bep dan : 1{{añ}} Shodan, 2{{l}} nidan, 3{{e}} sandan, 4{{e}} yondan, 5{{vet}} godan, 6{{vet}} rokudan, 7{{vet}} shishidan (pe sitshidan), 8{{vet}} hashidan, 9{{vet}} kyudan etha 10{{vet}} judan.
 
{{Porched Japan}}