Lugdunensis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D + liamm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
''Gallia lugdunensis'' pe ''Lugdunensis'' a oa unan eus ar [[proviñs roman|proviñsoù]] krouet gant [[Augustus]] e [[Galia]] e [[-27|27 kent JK]].
E stumm zo souezhus a-walc'h : bodañ a ra an [[Arvorig]] ha tolead [[Lyon]]. Abegoù disheñvel zo :
* Abegoù etnek : klotañ a ra tamm-pe-damm gant unan eus an teir [[Galia]] meneget gant [[Julius Caesar]] e ''De bello gallico''<ref>''Gallia est omnis divisa in partes tres...'')</ref> : Galia vlevek (''Gallia comata'' e latin).
* Abegoù politikel : bihanaat a ra pouez ha levezon kreiz [[Galia]], en ur stagañ keodedoù galian ouzh ar proviñsoù roman tostañ. Da skouer ez eus bet staget ul lodenn eus ''[[Gallia Celtica]]'' ouzh ''[[Aquitania]]''.
 
''Gallia lugdunensis'' a oa ur [[proviñs impalaerel|broviñs impalaerel]] renet gant ur [[prefed (roman)|prefed]] staliet e Lugdunum ([[Lyon]]). Kavout a reer ivez ur [[stal voneiz]] e Lugdunum ha [[santual kevredadel an teir Galia]], dediet da azeulerezh Roma ha da hini an impalaer.
 
Ar c'hêrioù pennañ a oa :
* ''Lugdunum'' ([[Lyon]]), ar gêrbenngêr-benn,
* ''Augustodunum'' ([[Autun]]),
* ''Lutecia'' ([[Pariz]]),
* ''Juliomagus'' ([[Angers]]),
Linenn 20:
 
 
Da vare an [[tetrarkiezh|detrarkiezh]] e oa rannet ''Gallia lugdunensis'' e peder froviñs : Lugdunensis I (traoñiennoù ar [[Saône]] hag an [[Allier]]), Lugdunensis II ([[NormandiaNormandi]] a -vremañ), Lugdunensis III ([[Arvorig]] hag [[Anjou]]) ha Lugdunensis IV ([[Ile-de-France]]). Staget e voent holl ouzh [[prefed ar pretordi|prefedi pretordi]] ar Galiaoù.
 
Drastet e voe Galia gant an [[aloubadegoù barbar]]. Chom a reas tachennoù feal d'an impalaeriezh roman e ''Lugdunensis'' II ha IV betek 486 dindan renerezh [[Aegidius]] ha [[Syagrius]].