Yann-Fañch Kemener : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Yann-Fañch Kemener zo unan eus gwellañ kanerien hengounel Breizh.
Kemeret en deus perzh e nevezadur ar [[Kan ha diskan|c'han ha diskan]] er bloavezhioù 1970 ha 1980, gant e gomper [[Erik Marchand]] dreist-holl. Harpet en deus treuzkas ar c'han hengounel hag ar [[brezhoneg]] dre e obererezh kaner met ivez o tastum hag o vrudañ hengoun dre gomz ar vro ma oa bet ganet.
 
 
== Buhez==
Linenn 10 ⟶ 9:
 
Pa oa bugel e plije dezhañ kenañ ar festoù-noz aozet gant an "amicale laïque" evel an abadennoù sinema ral a veze eno. En em gavout a ra eno gant e gamaladed skol met ivez gant izili eus e familh, deuet eus pell. Alberzh Bolloré e oa anv an den a gase an traoù en-dro d'ar c'houlz-se. Reiñ a reas da Yann-Fañch Kemener an dro da ganañ war al leurenn evit ar wezh kentañ.
Da drizek vloaz, atizet gant levezon [[Mae 1968]] hag an dedenn nevez evit ar festoù-noz e klask Yann-Fañch Kemener kanañ dirak an dud. Kelennet eo gant Alberzh Bolloré hag e vamm. Kregiñ a reas da ganañ kan-ha-diskan gant Rémi Olivier, mab Aogust Olivier, unan eus krouerien ar strollad "Tro Blavez". Hemañ a roas ar c'hentelioù kentañ hag a zeskas dezhe kanaouennoù ha tonioù<ref>''Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener'', p. 15 </ref>. .
 
 
Buan e klaskas Yann-Fañch Kemener anavezout muioc'h a ganaouennoù Alberzh Bolloré a alias anezhañ da vont da welet kanerien gozh evel Yann Poder ha Yann-Vari Youdec eus Plonevez-Kintin. An hini kentañ a blij dezhañ kalz ar c'han a-boz hag an tonioù a implije, bev-kenañ c'hoazh en tolead. Lakaat a ra kalon Yann-Fañch yaouank da dommañ ouzh ar [[muzik]]-se hag ennezh a grog da zastum ar pezh a glev.
 
 
Anaoudegezh a ra gant [[Eric Marchand]] a zeuas da vezañ e gomper e-pad meur a vloaz. E galabousenn gantañ war e benn e oa deut da Vreizh evit dastum kanaouennoù ha tonioù. Eujen Grenel, ur c'henderv da Yann-Fañch Kemener, a lavaras dezhañ e oa gouest Yann-Fañch Kemener da skoazell anezhañ war an dachenn-se. Disklêriañ a ra Yann-Fañch Kemener : "lakat a reas ac'hanon da zizoleiñ ar c'han a oan o klask"<ref>''Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener'', p. 16 </ref>. En e gerz emañ enrolladennoù kozh eus an Itron Bertrand, eus Kaniuhel, a zeue eus dastummadenn Claudine Mazeas. Pourchaset e oant bet dezhañ gant Pêr Guilleux a zaremprede ar c'helc'hioù keltiek ha keveredigezhioù breizhek [[Pariz]] d'ar c'houlz-se. Dre hanterouriezh [[Eric Marchand]] e ra anaoudegezh gant ar gevredigezh [[Dastum]] zo o paouez bezañ krouet.
 
 
Kemer a ra perzh Yann-Fañch Kemener e "Kan ar Bobl" 1975, ar pezh a ro tu dezhañ gant ar ganaouenn "Ar miliner" da reiñ ar seur kanaouennoù a-boz-se da anavout. Berzh a ra diouzhtu hag eñ yaouank-flamm (N'eo ket ugent vloaz c'hoazh). Bras eo ar c'hemm etre ar seurt kanaouennoù hag "Ar vatezh vihan" pe "Kousk Breizh Izel", kanaouennoù nevesoc'h ha goularoc'h. Kregiñ a reas muioc'h a dud kozh da ganañ ar pezh a ouient a-drugarez d'ar berzh-se. Ne oa ken dastum d'ober...
 
 
Evel kalz kanerien ha sonerien eus ar rummad-se e kemr perzh e bleuñvadeg sevenadurel ar bloavezhioù 70. Kemer a ra perzh a-hed ar bloavezhioù-se e galaioù niverus evit tiegezhioù ar brizonidi bolitikel, evit krevredigezhioù enep an energiezh nukleel, kengorioù harz-labour ha dreist-holl evit [[Diwan]].
 
 
Kanet en deus e strolladoù niverus : gant ar strollad [[Barzaz]], gant [[Dan Ar Braz]], [[Didier Squiban]], [[Alain Genty]], [[Aldo Ripoche]], [[Anne Auffret]] ...
 
 
Abaoe un nebeud bloavezhioù en em ouestl Yann-Fañch Kemener d'ar sonadegoù kan ha d'ar pladennoù hag ur ral eo gwelet anezhañ kanañ er festoù-noz.
 
D'ar 26 a viz Gwengolo [[2009]] en deus resevet Yann-Fañch Kemener [[Urzh an Erminig]]<ref>[[Ouest France]] an 12-13 a viz Gwengolo 2009, lodenn ''Bretagne'', pajenn 7</ref>.
 
 
 
 
 
 
 
 
 
== Pladennoù ==
Linenn 98 ⟶ 84:
[[Rummad:Kanerien Kan ha diskan|Kemener, Yann-Fañch]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1957|Kemener, Yann-Fañch]]
[[Rummad:Urzh an Erminig|Kemener, Yann-Fañch]]
 
[[ca:Yann-Fañch Kemener]]