Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15, bloaz 2010 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 114:
:::Marteze e fell da lod e vije ken hir ar pennadoù evel er wikioù brasañ: ne vo ket tu biken, rak biken ne vo kement a vrezhonegerien evel a saoznegerien, nag italianegerien zoken, o labourat. Souezhus e kavan hor bije kement a lañs war ar wiki kembraek, a anavezan un tammig, rak eno n'eo ket nec'het an dud gant berr pe hir. Mat e vije derc'hel kont eus istor hon yezh ivez: biskoazh n'eus bet kaoz e brezhoneg eus kemend a draoù evel amañ a gav din. Ra vin dislavaret ma laran gaou. Brav eo gwelout un nebeud linennoù war ur gumun eus Bro-C'hall pe [[Euskal Herria]] : ne oa ket bet graet a-raok. Ma fell d'an den kavout pennadoù hir e oar pelec'h mont da glask. Ma fell dezhañ lenn brezhoneg (se a c'hoarvez) eo amañ, ha me garfe e vefe brezhoneg mat. Pezh a glasko [[Yann Vrezhonek]] d'am meno n'eo ket pennadoù hir da gentañ, met brezhoneg yac'h ha plijus. Gwelloc'h e kavan ul Larousse bihan brezhonek difazi a lennin dre vras eget un nebeud pennadoù hir db danvezioù ha n'on ket nec'het ganto tamm ebet ha ne lennin biken ([[Pokemon]] lakaomp). Ha ma Larousse bihan-me n'eo ket goullo, leun a c'hallek yac'h eo, ha difazi eo ivez. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 23 Ebr 2010 da 02:29 (UTC)
::::N'eo ket va doare da welet an traoù, ne briziomp ket an traoù er memes doare. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 24 Ebr 2010 da 21:49 (UTC)
:::::Meur a ali zo er bed:
:Lod a blij, lod all ne reont ket.
:(Furnez ar bobl)
[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 25 Ebr 2010 da 16:45 (UTC)
::::::[[Ali Baba hag an daou-ugent laer|Ali Baba]] en o zouez.--[[Implijer:Gwendal|Gwendal]] 25 Ebr 2010 da 16:50 (UTC)
::::: Un [[Ali]] all a anavezan, [[Ali Bidaut]], kamarad da [[Sigmund Freud]]. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 25 Ebr 2010 da 16:55 (UTC)
 
==Doare-skrivañ==