Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15, bloaz 2010 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
dilec'hiañ ar c'haozeadennoù
Linenn 61:
Kinnig a rafen a-walc'h ar rummad da zistruj. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 17 Ebr 2010 da 17:50 (UTC)
:Goude gwelout e oa an holl a-du a-unvouezh em eus goulennet distruj ur rummad a gavan peurzidalvoud. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 20 Ebr 2010 da 03:03 (UTC)
 
== i pe get?==
[[http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Mangao%C3%B9]] ha [[http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Mangaio%C3%B9]] --[[Implijer:Ex-Smith|Ex-Smith]] 17 Ebr 2010 da 20:08 (UTC)--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] 18 Ebr 2010 da 16:14 (UTC)
:An dibennoù en '''-a''' a ra o liester en ''-où'' (nemet ''loaioù'').
:: Trugarekaat. --[[Implijer:Ex-Smith|Ex-Smith]] 18 Ebr 2010 da 21:02 (UTC)
 
== Evit abegoù ==
E-touez an troioù-lavar modern (fall d'am meno) o deus kemeret lec'h troiennoù kozh (mat d'am meno) emañ homañ (kavet ganin er pennad [[Oded]]) : ''evit abegoù politikel''. Kinnig a ran distreiñ da droiennoù brezhonekoc'h : ''en abeg d'ar politikerezh, abalamour d'ar politikerezh'' pe ''da abegoù politikel'' (un tamm re bonner), ''dre abeg politikel ...'' Met marteze e c'haller kavout traoù all. <br />
:Pa glasker "evit abegoù" gant ''[[http://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Klask]]'' e kaver peadra da naetaat.
[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 19 Ebr 2010 da 09:03 (UTC)
 
==[[Ploubêr]] hag he [[skol divyezhek]]==
Skrivet eo ez eus ur '' [[skol divyezhek]] '' eno.
Marteze.
Kaoz eus se zo bet e lec'h all c'hoazh: neuze e vefe divyezhek an holl glasoù, rak n'eo ket divyezhek ar skol war zigarez ur c'hlas divyezhek hepken.
Ur skol gristen pe gatolik eo ar skol-se?
Klevet em eus ivez e vije paouezet gant ar brezhonek er skol gatolik. Honnezh an hini eo?
N'eo ket sklaer a-walc'h eta ar c'heleier skignet er pennadoù db ar c'helenn divyezhek. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 19 Ebr 2010 da 17:57 (UTC)
: Kredet em eus kompren ne oa ket skolioù (prevez pe bublik) divyezhek, nemet klasoù divyezhek enno. Marteze e fazian. --[[Implijer:Ex-Smith|Ex-Smith]] 19 Ebr 2010 da 18:17 (UTC)
::Ar fazi zo gant an hini a vesk skol ha klas hag a ya da skignañ sifroù hep reiñ ster dezho. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 20 Ebr 2010 da 03:06 (UTC)
 
==Yezhoù==
Lenn a ran:
*[[Potigwareg]] (''potiguara'')
*[[Omagweg]] (''omagua'')
*[[Kokomeg]] (''cocoma'')
N'in ket da lenn an holl bennadoù all, met kavout a ra din, penegwir e skriver hag e lavarer [[kembraeg]] hag [[hebraeg]] (pe [[hebreeg]]) ha [[ketchwaeg]] (dre chañs n'em eus ket kavet [[ketchweg]]) e rankfe bezañ [[potigwaraeg]], [[omagwaeg]], [[kokomaeg]].
[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 20 Ebr 2010 da 17:37 (UTC)
==War hor pouezig==
War hor pouezig war-du 33 000 pennad. --[[Implijer:Ex-Smith|Ex-Smith]] 20 Ebr 2010 da 17:53 (UTC)
:33 333 pennad zoken.--[[Implijer:Gwendal|Gwendal]] 20 Ebr 2010 da 18:01 (UTC)
: Dale zo ganin neuze. --[[Implijer:Ex-Smith|Ex-Smith]] 20 Ebr 2010 da 18:06 (UTC)
::33001 ganin. Ec'h an d'ober daou pe dri all; [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 20 Ebr 2010 da 18:07 (UTC)
:::33 002 amañ.--[[Implijer:Ex-Smith|Ex-Smith]] 20 Ebr 2010 da 18:16 (UTC)
::33007. [[Exu]] vit poent. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 20 Ebr 2010 da 18:22 (UTC)
Brav, brav eo an disoc'h. Tremen an 33 000 a zo plijus. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 20 Ebr 2010 da 18:29 (UTC)
:::Ma vije kenurzhiet mat an traoù e c'hallfemp tremen eus 52vet da 50vet dindan ur miz. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 21 Ebr 2010 da 04:02 (UTC)
::::Da lavaret eo ? Penaos 'ta bezañ kenurzhiet mat ? Ar wiki hag a zo en 51{{añ}} plas en deus 37 949 pennad, se 'ra ur sapre diforc'h ganeomp memestra. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 21 Ebr 2010 da 09:19 (UTC)
::::: Penaos? Evel am eus graet gant pennadoù [[Pernambuco]]. Ezhomm zo d'ober 100 pennad bemdez etrezomp holl e-pad 50 deiz, pezh a ra 10 pennad bemdez evit 10 den. Tud zo a oar ober kemend-all : ar re o deus graet dija. Ur wech em eus graet 100 ma-unan en un deiz. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 21 Ebr 2010 da 10:13 (UTC)
::::::Ya gwir eo. Marteze ne vi ket a-du ganin war ar pezh a lavarin da-heul. Me gav n'eo ket tout sevel pennadoù, ne lavaran ket ez eo didalvoud an niver a pennadoù savet, met ret eo e vefe un tamm talvoudegezh ganto. Da betra kaout 100 000 pennad ul linenn bep tro hepken, e lec'h ma ne vez desket seurt ? A-du evit kaout un toullad pennadoù, met gant trawalc'h a zanvez. Hag un toullad pennadoù hag a zo bet savet amañ dija a vez diglok a-walc'h. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 21 Ebr 2010 da 12:57 (UTC)
:A-du betek ur poent, met pelloc'h eget ar poent-se n'in ket: ur varnadenn dre vras eo, ha mat e vez sellout ouzh an traoù a dostoc'h.
*Pa welan pennadoù zo e saozneg pe kembraeg pe galleg db kumunioù zo eus Brazil pe ur vro all e lavaran e c'hallomp ober kemend-all aes.
*Boulc'hañ ur pennad a ranker ober a-raok echuiñ anezhañ.
*Netra ne vir ouzh den mont da hiraat ur pennad ma kav dezhañ ez eus ezhomm. N'eo ket a-walc'h barn ur pennad ha lavarout eo diglok, se zo aes, n'eus nemet gwellaat anezhañ goude, se zo diaesoc'h.
*Ur pennad db ur gumun eus Brazil ma lavarer e pe stad emañ, gant ur gartenn ouzhpenn hag un displegadur brezhonek dindani, gant liammoù dereat, e brezhoneg yac'h (pezh na gaver en holl bennadoù), n'eo ket ken fall-se, ha n'eo ket bet graet gwech ebet e brezhoneg.
Met a-du e vin ganit : pezh n'eo ket fall n'eo ket mat a-walc'h c'hoazh. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 21 Ebr 2010 da 17:46 (UTC)
::Evidon-me n'eo ket trawalc'h sevel pennadoù nevez na vint lennet nemet nebeut a wechoù. Ma'z eus amzer da dremen o vefe koulz gwellaat reoù a zo dija. Gant ar brezhoneg emañ unan eus an "donderioù" disterañ (depth) [http://meta.wikimedia.org/wiki/List_of_Wikipedias#10_000.2B_articles] (bann dehou), da lavaret eo al labour, ar cheñchamantoù war pep pennad. Kemeromp da skouer broioù 'zo evel [[Hungaria]] pe [[Portugal]], gwall skort int. Pennadoù a-bouez int, pe e tlefent bezañ da vihanañ. Kalz talvoudusoc'h (istor, arz, kegin...) evit nep brezhoneger eget kumunioù eus Brazil, lakaomp.--[[Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|Trec&#39;hlid mitonet]] 21 Ebr 2010 da 20:54 (UTC)
:::D'am soñj e tigorer ur gaoz all amañ. Pep hini a lenn ar pennadoù nevez a blij dezhañ, ha me a lenn ar re db an an arz, an istor, hag an douaroniezh ha ne sellan ket ouzh ar sonerezh stadunanat pe ar manga a blij da lod all. Pep hini a skriv db ar pezh a blij dezhañ, me a blij Brazil din (douaroniezh, istor hag all) ha marteze on an hini nemetañ, met diouzh gwelout, Portugal pe Hungaria ne blijont da zen ebet. Ne gredan ket e vije lennet kalz wikipedia gant ar vrezhonegerien, ha sur on n'eo ket ar pennadoù hir a lennont ar muiañ, pe neuze e rafent amañ pezh na reont ket gant al levrioù. Koulskoude e vin a-du ganit war ur poent : traoù zo hag a zo pouezusoc'h eget re all (met n'on ket sur ez eo ar memes re gant pep hini). En tier-embann ez eus renerien evit urzhiañ ha kenurzhiañ, amañ n'eus ket, gant se n'haller ket kenurzhiañ kalz a dra. Met pa vo prest an holl da labourat war Hungaria e kemerin perzh evelto. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 22 Ebr 2010 da 04:04 (UTC)
::::Ne vez ket lennet kalz pennadoù Wikipedia brezhonek gant an dud, a-du, met perak dont da lenn pennadoù n'eus ket outo, pe tost netra e-barzh ? Me gav din e lenner pennadoù hir pa vezer dedennet gant a tem (ha pa 'z eus traoù da lenn ha da zeskiñ). Reiñ a rin skouer ur pennad bet savet ganin evit ma ne vefe feuket den. Perak e chomfe tud da lenn ar pennad [[Anakin Skywalker]], pa 'vezont kalz klokoc'h e saozneg, galleg, kastilhaneg, pe c'hoazh alamaneg ? Hag e-mod-se eo evit un toullad pennadoù. Ha n'eo ket Wikipedia ur geriadurig, met un holloueziadur, d.l.e gant pennadoù bras ha klok (pa 'vez danvez). Dre-se neuze ne welan ket perak eo dedennus kaout miliadoù a pennadoù hag a zo kazi goullo, kavout a ran gweloc'h kaout nebeutoc'h, met gant muioc'h a zanvez.
::::Goude ar c'henurzhiañ war an temoù a zo un afer all, met aze e kavan ez eus ur preder talvoudus all da gaout marteze. Fin n'eo nemet va ali. A galon--[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 22 Ebr 2010 da 20:54 (UTC)
:::Lavaret em eus ar pep pouezusañ, ne rin nemet adlavarout ken moarvat. Wikipedia zo pezh a lakaomp e-barzh: pennadoù berr ha hir. Ha berr e vezont a-raok bezañ hir, e saozneg evel e brezhoneg. Ha hir pa vezont hiraet. Neb a gav treut ar pennadoù amañ a c'hall magañ anezho pa gar.
:::Marteze e fell da lod e vije ken hir ar pennadoù evel er wikioù brasañ: ne vo ket tu biken, rak biken ne vo kement a vrezhonegerien evel a saoznegerien, nag italianegerien zoken, o labourat. Souezhus e kavan hor bije kement a lañs war ar wiki kembraek, a anavezan un tammig, rak eno n'eo ket nec'het an dud gant berr pe hir. Mat e vije derc'hel kont eus istor hon yezh ivez: biskoazh n'eus bet kaoz e brezhoneg eus kemend a draoù evel amañ a gav din. Ra vin dislavaret ma laran gaou. Brav eo gwelout un nebeud linennoù war ur gumun eus Bro-C'hall pe [[Euskal Herria]] : ne oa ket bet graet a-raok. Ma fell d'an den kavout pennadoù hir e oar pelec'h mont da glask. Ma fell dezhañ lenn brezhoneg (se a c'hoarvez) eo amañ, ha me garfe e vefe brezhoneg mat. Pezh a glasko [[Yann Vrezhonek]] d'am meno n'eo ket pennadoù hir da gentañ, met brezhoneg yac'h ha plijus. Gwelloc'h e kavan ul Larousse bihan brezhonek difazi a lennin dre vras eget un nebeud pennadoù hir db danvezioù ha n'on ket nec'het ganto tamm ebet ha ne lennin biken ([[Pokemon]] lakaomp). Ha ma Larousse bihan-me n'eo ket goullo, leun a c'hallek yac'h eo, ha difazi eo ivez. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 23 Ebr 2010 da 02:29 (UTC)
::::N'eo ket va doare da welet an traoù, ne briziomp ket an traoù er memes doare. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 24 Ebr 2010 da 21:49 (UTC)
:Meur a ali zo er bed:
:Lod a blij, lod all ne reont ket.
:(Furnez ar bobl)
:[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 25 Ebr 2010 da 16:45 (UTC)
::::::[[Ali Baba hag an daou-ugent laer|Ali Baba]] en o zouez.--[[Implijer:Gwendal|Gwendal]] 25 Ebr 2010 da 16:50 (UTC)
::::: Un [[Ali]] all a anavezan, [[Ali Bidaut]], kamarad da [[Sigmund Freud]]. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 25 Ebr 2010 da 16:55 (UTC)
::::::Evel-just ez eus selloù disheñvel. Ha fent a zo ivez n'eo ket fall {{;-)}}. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 25 Ebr 2010 da 19:07 (UTC)
 
==Doare-skrivañ==
Kinniget en deus Bianchi e vefe kemmet un tamm an doare da skrivañ anv sizhunvezhioù an davarn. Er mare-mañ e vez graet gant [[Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15 bloaz 2010]], kinnig a ra e vefe ouzhpennet ur virgulenn en titl evit dispartiañ an traoù. Dont a rafe da vezañ [[Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15, bloaz 2010]]. Petra eo soñj ar re all ? --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 20 Ebr 2010 da 18:29 (UTC)
:Heñvel eo din.--[[Implijer:Gwendal|Gwendal]] 20 Ebr 2010 da 18:32 (UTC)
::Setu un afer a-bouez. Goulenn a ran ma vefe votet.--[[Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|Trec&#39;hlid mitonet]] 20 Ebr 2010 da 19:34 (UTC)
 
== [[Paol Aorelian]] ==
Afer a bouez all: piv a oar penaos kemmañ anv ar pennad [[Paol Aurelian]] (fazi abaoe bloavezhioù) evit ma teuy a-benn ar fin da vout [[Paol Aorelian]]. Trugarekaat. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 22 Ebr 2010 da 05:22 (UTC) Kavet un tu: chom a ra da ziverkañ ar pennad en anv fall. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 22 Ebr 2010 da 05:22 (UTC)
: Diverket [[Paul Aurelian]]. --[[Implijer:Ex-Smith|Ex-Smith]] 22 Ebr 2010 da 07:14 (UTC)
::Trugarekaat. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 23 Ebr 2010 da 01:54 (UTC)
 
==[[Nathalia Dill]]==
Tud zo a blij dezho mont da vrudañ o mignoned en holl wikioù. Goulenn a ran ma vo distujet ar pennad-maén evel re an holl aktourien pe aktored peurdianav dre amañ. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 25 Ebr 2010 da 17:01 (UTC)