Moktezuma II : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Alexbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ka:მონტესუმა
D Robot kemmet: ka:მონტესუმა II; Kemm dister
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
'''Moktezuma''', anvet ivez '''Motecuhzoma Xocoyotzin''' (bet ganet war-dro 1466 – tremenet e 1520), a oa ur rener [[aztek]] ("''huey [[tlatoani]]''" [[Tenochtitlan]]), e penn ar [[kevredadenn aztek tridoubl|gevredadenn aztek tridoubl]] eus war-dro 1502 – betek 1520. Anavezet eo bremañ evel rener an impalaeriezh aztek e deroù [[aloubadeg Mec'hiko gant ar Spagnoled]].
 
Levezonet eo bet ar soñj hon eus dalc'het eus Moktezuma en istor gant e berzh evel rener ur vroad faezhet, ha kalz mamennoù a zeskriv anezhañ evel un den dizintrudu hag hep youl.
Abalamour da [[rakvarn]]ioù an dud o deus savet ar mammennoù istorel ez eo diaez gouzout hag eñ en doa kemeret divizoù mat e-pad an aloubadeg. Nevez zo, istorourien zo o deus skrivet e tiskoueze raktresoù niverus Moktezuma, war dachenn an disavouriezh, ar skiantoù, an armoù hag ar relijion, e oa ur rener kreñv hag oberiant.{{Fact|date=November 2007}}
 
== Anv ==
Stumm orin e anv e [[Nahouatleg]] a veze distaget {{IPA|[motekʷˈsoːma]}}. Un anv kevrennek eo, savet diwar un anv a dalvez "Aotrou" hag ur verb a dalvez "Krizañ e dal gant ar fulor". Abalamour da se e troer e anv gant "Krizañ a ra e dal evel un aotrou,"<ref>{{cite book |last=Andrews |first=J. Richard |origyear=1975 |year=2003 |title=Introduction to Classical Nahuatl |others=Revised Edition |location=Norman |publisher=University of Oklahoma Press |pages=599}}</ref> "Eñ zo droug ennañ en un doare nobl,"<ref>{{cite book |last=Brinton |first=Daniel G. |year=1890 |title=Ancient Nahuatl Poetry |url=http://www.gutenberg.org/etext/12219}}</ref> pe "Eñ a ya droug ennañ e-unan."<ref>{{cite book |last=Thomas |first=Hugh |year=1995 |title=Conquest: Montezuma, Cortés, and the Fall of Old Mexico}}</ref> Skrivet eo bet en un niver a zoareoù. Hiziv ez eo '''Moktezuma''' (pe '''Moctezuma''') an hini paotañ.
 
 
Linenn 15:
 
 
Ar [[Florentine Codex|c'hodex ]] , savet gant [[Bernardino de Sahagún]] hag e ditourerien a orin eus Tlatelolco, keoded bet sujet gant [[Tenochtitlan]], a vez douget peurliesañ da Dlatelolco hag d'he renerien <!-- in a favorable light relative to the Tenocha -->, ha Moktezuma ispisial a vez deskrivet er c'hontrol evel ur rener laosk ha dinerzh, leun a vrizhkredennoù<ref>Restall 2003</ref>. An istorour James Lockhart a laka o doa ezhomm an dud da gaout ur "bouc'h da vazhata" evit displegañ faezhidigezh an Azteked, ha Moktezuma a sammas ar roll-se.
 
Eñ eo avat a lakaas an impalaeriezh aztek d'ober he brasañ kresk abaoe an deroù. Dre ar brezel e lakaas anezhi da greskiñ betek er su ken pell ha [[Sokonusko|Xoconosco]] er [[Chiapas]] ha [[strizh-douar Tehuantepec]]. Lakaat a reas sevel an [[Templo Mayor]] ha kemm a reas penn-da-benn reizhiad an truajoù. Kreskiñ a reas galloud Tenochtitlán war ar c'heodedoù kevredet o kemer al lec'h pennañ er [[kevredadenn aztek tridoubl|gevredadenn aztek tridoubl]]. Krouiñ a reas un templ ispisial, gouestlet da zoueoù ar c'heodedoù aloubet, e diabarzh templ [[Huitzilopochtli]]. Sevel a reas ivez ur monumant en enor d'an [[tlatoani]] [[Tízoc]].
 
== Deskrivadur Moktezuma el lizheradur abred goude an aloubadenn ==
Er pep brasañ eus al lennegezh skrivet goude an aloubadeg e teskriver Moktezuma evel ur gouizieg (''[[tlamatini]]'') kentoc'h evit ur brezelour. Skrivet eo bet e oa beleg hag e oa e penn ar ''[[calmecac|c'halmecac]]'', skol ar renkadoù uhelañ.
 
Hervez ar vojenn ne felle ket dezhañ bezañ ''tlatoani'' ha goude e zilennadenn e [[1502]] e oa bet kaset kannaded da bep lec'h da glask anezhañ. Kavout a rejont anezhañ o kempenn un templ, o klask kuzhat diouzh ar gannaded. A-hervez en dije roet an digouvi d'ar pep brasañ eus ar pennoù bras ha roet o flas d'e studierien, ha dalc'het en dije da reiñ kentelioù dezhe e-giz ma vijent bet e studierien c'hoazh. {{Fact|date=November 2007}}
 
[[ImageSkeudenn:Moctezuma palace.jpg|right|frame|Palez Moktezuma er [[kodeks Mendoza|C'hodeks Mendoza]] (1542)]]
 
En un istor all, p'en doa kemeret Moctezuma un nebeud tañvouezennoù maiz en ur park, ur peizant, droug ennañ, en doa degaset da soñj dezhañ ne oa ket aotreet d'ober kement-se. Souezhet, Moktezuma a zivizaz reiñ ur renk uheloc'h d'ar ''[[macechualli]]''. <!-- The treatment he gave to the commoner in this case contrasts with the prohibitions he imposed on the ''pipiltin'' (renkadoù uhelañ). {{Fact|date=November 2007}} -->
 
Lod eus an istorioù aztek diwar e benn a zeskriv anezhañ evel spontet rak ar Spagnoled nevez zegouezhet, ha darn eus ar mamennoù, evel [[kodeks Firenze]], a zisklêr e krede an Azteked e oa doueed eus ar Spagnoled hag e oa [[Hernan Cortés|Cortes]] an doue [[Quetzalcoatl]] distroet. Diaes eo prouiñ ez e gwirion ar c'hredennoù-se, hag a-wezhioù e vez sellet oute evel traoù ijinet da-c'houde (Restall 2003).
 
Ar soñj e veze sellet ouzh Cortes evel un doue a c'hall bezañ heuliet e roudoù adalek [[kodeks Firenze]], skrivet war-dro 50 vloaz goude an aloubadeg, betek hiziv. En deskrivadur a gaver ennañ eus an emgav kentañ etre Moktezuma ha Cortes, e tiskouezer ar rener aztek oc'h ober ur brezegenn e [[Nahouatleg]] klasel, ur brezegenn a oa enni, en doare m'eo deskrivet ''verbatim'' er c'hodeks (skrivet gant titourerien Tlatelolcat [[Bernardino de Sahagun|Sahagun]] n'o doa ket gwelet an emgav-se o-unan moarvat), disklêriadennoù uvel doujañs rak un doue pe unan tost da zoue a seurt gant , ''"Bet ho peus ar vadelezh da zont war an douar, Bet ho peus ar vadelezh da dostaat d'ho tour, d'ho kêr Mec'hiko, deuet oc'h betek ho pallenn, ho kador-roue, am eus dalc'het e-pad ur par berr evidoc'h, Me hag am eus miret anezhañ en ho anv,"'' ha, ''"Bet ho peus ar vadelezh da zont, gouzañvet ho peus poan, faezh oc'h bet, deuit bremañ war an Douar, diskuizhit, deuit tre en ho palez, diskuizhit hoc'h izili ; ra zeuio hon aotrouien war an Douar."''
 
 
Linenn 38:
Ar brezegenn-se en deus skignet ar gredenn e komze Moktezuma ouzh [[Cortes]] evel ma vije an doue [[Quetzalcoatl]] distroet war an Douar. Tud all o deus skignet ar soñj ivez e krede an amerindianed e oa doueed eus ar Gonkistadored : istorourien an [[urzh]] [[fransiskan]] dreist-holl, evel ar breur [[Geronimo Mendieta]]<ref>Martínez 1980</ref>. Lod eus ar veleien fransiskan o doa kredennoù [[millennarian]] <ref>Phelan 1956</ref> ha soñjal e krede an indianed e oa doueed eus an alouberien spanat a glot mat gant ar gredenn-se. [[Bernardino de Sahagún]], a skivas kodeks Firenze, a oa ur beleg fransiskan anezhañ ivez.
 
=== seblantoù ha brizhkredennoù Moktezuma danevellet gant ar vojenn ===
[[Bernardino de Sahagun]] (1499-1590) a veneg eizh darvoud, c'hoarvezet kent donedigezh ar Spagnoled, a oa displeget evel arouezioù ur reuz bras da zont, da skouer ur steredenn lostek, un tangwall en un templ, teuz ur vaouez o leñvañ, ha re all. Lod a laka e oa kizidik-kenañ an Azteked ouzh soñjoù a ziskar hag a reuz bras abalamour ma klote ar bloavezh ma tegouezhas ar Spagnoled gant lidoù ur "skoulm bloavezhioù" e diwezh ur [[kelc'hiad|c'helc'hiad]] 52 bloaz eus an deiziadur aztek, a oa stag, e kredennoù an Azteked, ouzh ar c'hemmoù, ouzh adc'hanedigezh ar bed hag ouzh darvoudoù dañjerus.
 
Linenn 127:
-->
 
== Notennoù ==
<references/>
 
== Mammennoù ==
* ''Seven Myths of the Spanish Conquest'' by Matthew Restall, Oxford University Press (2003) ISBN 0-19-516077-0
* Hassig, Ross, '' Aztec Warfare: Imperial Expansion and Political Control''; Norman: University of Oklahoma Press, 1988.
* Lockhart, James, ed., tr. ''We People Here: Nahuatl Accounts of the Conquest of Mexico''. University of California Press, 1993
* John Ledy Phelan, The Millenian Kingdom of the Franciscans in the New World (1956)
* Jose Luis Martínez, Gerónimo de Mendieta (1980), in Estudios de Cultura Nahuatl vol 14, UNAM, Mexico pp131-197
* Townsend, Richard F. (2000) ''The Aztecs'' (revised edition), Thames and Hudson, New York.
* {{cite book | first = Muriel Porter | last = Weaver | year = 1993 | title = The Aztecs, Maya, and Their Predecessors: Archaeology of Mesoamerica | edition = 3rd ed. | publisher = Academic Press | location = San Diego | id = ISBN 0-01-263999-0}}
 
== Liammoù diavaez ==
Linenn 143:
* [http://www.motecuhzoma.de/motecuhzoma.htm Motecuhzoma Xocoyotzín]
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1460]]
 
[[Rummad:Marvioù 1520]]
 
[[CategoryRummad:Tlatoque]]
[[Category:ganedigezhioù 1460]]
[[CategoryRummad:MarvioùRieien 1520muntret]]
[[Category:Tlatoque]]
[[Category:rieien muntret]]
 
[[ca:Moctezuma II]]
Linenn 167 ⟶ 165:
[[it:Montezuma]]
[[ja:モクテスマ2世]]
[[ka:მონტესუმა II]]
[[ko:몬테수마 2세]]
[[la:Mutezuma II]]