Diforc'hioù etre adstummoù "Tiberius Caesar Augustus"

D
Robot ouzhpennet: hy:Տիբերիոս; Kemm dister
D (Robot ouzhpennet: hy:Տիբերիոս; Kemm dister)
{{adkas|Tiber}}
'''Tiber''', pe '''Tiberius Caesar Augustus''', pe ''Tiberius Claudius Nero'' (hervez e anv genidik) a oa an eil [[impalaeriezh roman|impalaer roman]] war-lerc'h [[Aogust (impalaer)|Aogust]] e leztad hag adtad. Ganet e oa e [[42 kt JK|- 42]] e [[Roma]] ha marvet e [[37]] e Misen ([[Campania]] - Bro-[[Naplez]]). Ren a reas an [[impalaeriezh]] gant furnez ken e chomas e peoc'h evel en a-raok.

== A-raok mont da impalaer ==
Mab e oa Tiber da [[Tiberius Claudius Nero]] ha da [[Livia]]. Dimeziñ a reas Aogust gant Livia e [[38 kt JK|- 38]] hag e renas Tiber ha e vreur [[Drusus]] buhez an dudjentil a renk uhel e servij ar riez roman. Koñsul e 29 kt JK- 29 e yeas da [[prokoñsul|brokoñsul]] da-c'houde, da lavaret eo gouarnour proviñs. Pa oa gouarnour en [[proviñs roman Azia|Azia minor]] e adlakaas e 20 kt JK- 20 [[Tigran]] war e dron e [[Armenia]].

Kadarnaat a reas gant harp e vreur Drusus [[tiriad]]où roman war an [[harz]]où kostez ar [[Roen]] hag an [[Danav]]. Pa varvas e [[12 kt JK|- 12]] an daou vab-bihan a oa da Aogust, hemañ a gemeras Tiber evel advab hag e c'houlennas an impalaer ma vo advabet gant Tiber, [[Germanicus]], mab da Drusus. Rediet e oe Tiber dimeziñ gant Julia, merc'h Aogust.

== An impalaer fur ha pell ==
E [[14]] e voe anvet Tiber da impalaer, met ne brize ket ar vuhez foran. Aon en doa rak an [[irienn]]où ken e oe gwelloc'h dezhañ chom gant nebeud a dud en ul lec'h distro. Doganet e oa gant e wreg Julia ouzhpenn.

Koulskoude e talc'has Tiber da gempenn aozadur melestradurel an impalaeriezh ha da wellaat an [[arc'hanterezh]] hag ar [[justis]]. Deuet da vezañ [[paranoia|paranoiek]] e klaskas bevañ pell diouzh al lez impalaerel ha e yeas da chom ur ur [[palez]] savet a-ratozh en Enez [[Capri]] e-tal aod [[Kampania]]. Ren a ree an impalaeriezh dre jubennouriezh [[Sejan]], ur seurt ministr kentañ.

Muntret e oa e [[37|37]] e [[Misen]], [[porzh (evit listri)|porzh]] bras ar [[morlu]] roman e-kichen [[Naplez]], lakaet da vezañ mouget hervez lod gant [[soudard]]ed Makro, prefed ar [[pretordi]].

== Gwelet ivez ==
* [[Impalaeriezh roman]]
* [[Roll an impalaerien roman]]
{{Impalaer roman |
Tierniezh = [[Tierniezh Jul-ha-Klaod]] |
A-raok=[[Aogust (impalaer)|Aogust]]
( [[27 kt JK|- 27]] - [[14]]) |
Bremañ='''Tiber'''
([[14]] - [[37]]) |
Goude=[[Kaligula]]
[[37]]-[[41]]

[[Rummad:Impalaerien roman]]
[[Rummad:Tud]]

{{Liamm PuB|tr}}

{{Liamm PuB|de}}

{{Liamm PuB|it}}
{{Liamm PuB|tr}}

[[als:Tiberius]]
[[hr:Tiberije]]
[[hu:Tiberius római császár]]
[[hy:Տիբերիոս]]
[[ia:Tiberio]]
[[is:Tíberíus]]
59 887

modifications