Thomas Lotout : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ganet eo '''TiTom''' ('''Tomaz pe Thomas Lotout''') d'an 10 a viz Gouere 1983 e Kreiz-Breizh. D'an oad a 7 vloaz e krogas da son gant e vreur bras Jozef. Kentelioù seniñ o deus bet digant o amezeg, hag eñ yaouank-flamm, [[David Pasquet]] ha goude se digant [[Gael Nicol]], bet o-daou sonerien vrudet [[Ar re Yaouank]]. Taolet e oa bet pled anezhañ d'an oad a 10 vloaz pa gemereas perzh en ur genstrivadeg e Pondi gant [[Laurent Bigot]], hemañ bet div wech kampion Breizh ar sonerien daou-ha-daou. Adalek neuze e voe desket dezhañ son e-pad ur pevar bloaz bennak.[[Skeudenn:Titom-4.jpg|600px|thumb|right]]
 
Dont a reas ar vreudeur Lotout da vezañ brudet-kenañ pa c'hounezas Kerlenn Pondi Kampioned Breizh ar Bagadoù kentañ rann e 2001.