Biolin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D peurlipat
Linenn 223:
Gant pobloù 'zo eo bet dioroet teknikoù-seniñ dibar. Gallout a reer menegiñ e kreiz-Europa ar Jipsianed hag an Achkenazed ([[sonerezh Klezmer]]) ; en norzh-Europa an Norvegiz ha pobloù an Inizi predenek, an Iwerzhoniz pergen (hag o deus levezonet don sonerezh-pobl ar [[Stadoù-Unanet]]). E su-Amerika en deus graet ar violin e dreuz ken e-touez an henvroiz (re ar sevenadur [[Guaraní]] pergen), ken e metoù ar c'herioù a boblañs europat evel en [[Arc'hantina]] e-lec'h m'eo bet ganet an [[Tango]].
 
E Breizh ez eus testenioù niverus (adalek ar {{XVIIvet kantved}} da nebeutañ) eus e implij gant sonerien hengounel er vro a-bezh. Padet en doa daoust da gevezerezh an Akordeonakordeon betek ar brezel 1914 da nebeutañ e meur a gornad, evel e goueled-Leon, tro-dro da Lannuon, da Bontivi, da Bennmarc'h, en Inizi Groe hag ar Gerveur. Aet e oa e implj war goazhañ avat betek mare '''Folkfolk revival''' ar bloavezhioù [[1970]], ma chome c'hoazh un hengoun bev d'ober gant ar violin e Bro-Roazhon, Bro ar Vez, ha Bro-Pentevr pergen. Da neuze, ez eus deuet war wel sonerien mennet da zaspugn an hengoun bev ha d'e lakaat da genderc'hel, war un dro gant sonerien levezonet gant hengoun an Inizi Predenek (re Bro-Skos hag Iwerzhon dreist-holl, zoken ma 'z eusranker betmenegiñ hiniennoù ha strolladoù saoz a-bouez, evel Steeleye Span ha Fairport Convention). Krouet o deus ar re-mañ ur stil evit seniñ gant ar violin, war un dro gant ar fleüt-treuz, tonioù a veze boazet wargant aran daouad biniou-bombard.
 
==== Biolinourien breizhat heverk ====