Neoproterozoeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
 
{{Proterozoeg}}
 
Linenn 12 ⟶ 10:
 
Merket e voe an neoproterozoeg gant fiñvadegoù kevandirel liesek. E eizh lodenn en em dorras an dreistkevandir [[Rodinia]]. War-dro ar c'hehider e voe lec'hiet ar re-mañ hag hervez reou'zo e voe an dra-se abeg mareadoù-skorn sturtiek ha marinoek. Ar re bouezusañ istor an Douar e voent ar re-mañ rak en-o-fad e tiskennas ar skornenn betek ar c'hehider. Krediñ a reer e c'holoe ar c'hler ar meurvorioù a-bezh hag-eñv e kav d'un nebeut a glaskourien e chomas un nebeut a gelc'hiadoù diskorn.
 
Tabut a oa e-pad un anzer hir a-zivout rannidigezhioù an neoproterozoeg. Envel a raean douarourien rusat marevezh diwezhañ an neoproterozoeg ar vendieg tra ma rae ar siniz gant sinieg ha darn vrasañ an amerikaned hag an aostraliz gant [[ediakareg]]. E [[2004]], koulskoude, e tivizas an Unvaniezh Etrevroadel Douarouriezh e vefe anvet Ediakarieg maread diwezhañ an neoproterozoeg.