Stanley Kubrick : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D Klozañ un addispleg (goulennata)
Linenn 23:
Adalek [[1963]], Kubrick a broduas e filmoù e-unan. Adlabourat a reas gant Peter Sellers war ur film diarbennerezh nevez : ''Dr. Strangelove pe : How I Learned to Stop Worrying and Love the Bomb''. Er film-mañ, Kubrick a implij unan eus e ankenioù koshañ, hag anken kalz a bolitikourien d'ar mare-se, ar vombezenn atomek. Ur jeneral eus an arme amerikan troet da sot, a ziviz bannañ ur vombezenn atomek war an [[URSS]]. Met e Rusia, an dra-se a zistegn ur sistem ardivink bombezennoù savet evit distrujañ ar bed. Evit enebiñ ouzh an arvar-se, an Amerikaned a c'houlenn sikour an Dr Strangelove. Peter Sellers eo a c'hoari ar skiantour foll-mañ. Strangelove a zo ul luadenn eus an holl skiantourien nazi deuet da labourat gant an Amerikaned goude ar brezel (da skouer : Werner Von Braun) : ne baouez ket da sevel e vrec'h en ur laret "Heil" pe "Mein Führer", hag all, hag all... Ar film-mañ en deus plijet kalz d'an dud, zoken re eus ar strolladoù mirourien.
 
Goude ar film-mañ, Kubrick a gemeras muioc'h-muiañ a amzer evit ober e filmoù, troet da sot gant ur c'hoant d'ober traoù peurvat penn-da-benn. E [[1964]], Stanley Kubrick a souezhas e endro en ur lavaret en doa c'hoant seveniñ ur film a skiant-faltazi filmet en egor. Goude bezañ bet gwelet an holl filmoù a skiant-faltazi savet betek-henn e tivizas Kubrick a labourat gant [[Arthur C. Clarke]]. 1968 a zo un deizad a gemmoù evit istor ar sinema gant film nevez Kubrick ''2001, a space Odyssey''. Diaes kenañ eo diverrañ ar film. Marteze o vezañ m'eo ur film diwar-benn dazont hag istor an denelezh. War an holl savboentoù (arouezel, prederourel, arzel...) eo marteze brasañ penn-oberenn eus istor ar sinema. Un niver a demoù anfin a vez kavet er film-mañ : eus ganedigezh mab-den, ganedigezh an emskiant, dazont hor spesad, hag all, hag all... Hag ar film a-bezh filmet gant sonerezhioù klasel brudet kenañ. Evit ar film-mañ, Kubrick a resevas un Oscar evit an efedoù ispisial (labouret en deus gant ar NASA evit tresañ e batromoù). Adalek ar poent-se e c'heller laret ez eus ur mare a-raok ''2001, a space Odyssey'' hag ur mare goude. Ar film-mañ, evit e levezon hag e bouez, a zo da lakaat war ar memes renk ha ''[[Citizen Kane]]'' gant [[Orson Welles]] : filmoù dibar ha dibarus<!-- petra 'dalv ar ger-mañ ?-->.
 
Kuitez da vezañ beuzet gant raktresoù ramzel, Kubrick a zivizas kregiñ da labourat war ur film bihanoc'h : un istor tennet eus ul levr skrivet gant [[Anthony Burgess]], a c'hoarvez en ur Rouantelezh-Unanet aotrouniek en amzer dazont, ''A Clockwork Orange''(1971). Ar film a c'hell bezañ displeget gant ar ger-stur-mañ : "Istor un den yaouank a zo dreist-holl dedennet gant ar gwallerezh, an dreist-feulster ha Beethoven". Un diskouezadeg eus ar feulster hag ar folentezh eo ar film-mañ. Met ar film a zo bet treuzkomprenet (da skouer : tud yaouank o deus bet emzalc'hoù feuls kenañ goude bezañ bet gwelet ar film). Met deuet eo da vezañ ur film brudet er bed a-bezh. Kubrick a ziskouez ur wech c'hoazh e varregezhioù da filmañ perzhioù dibar mab-den. E-pad skignerezh ar filmoù, kregiñ a reas da gontroliñ ha da ensellout skouerioù ar film ha da weladenniñ al lec'hioù skignañ. Reseviñ a reas lizhiri feuls ha tagus a-hed an amzer, ar pezh a lakas anezhañ da rediañ ar Warner da dennañ ar film eus ar salioù sinema (an dra-se a ziskouez e wir galloud war embregerezhioù ar sinema, ur galloud dibar a-hed an istor).