Kari Hotakainen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : {{Infobox Skrivagner | anv = Kari Hotakainen | skeudenn = | ment = | alc'hwez = | anv mat = | anv pluenn = | oberer...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 23:
| lec'hienn =
}}
'''Kari Hotakainen''' ([[9 a viz Genver]] [[1957]] e [[Pori]], [[Finland]]) a zo ur skrivagner [[Finland|finlandat]]. Da gentañ e voe kazetenner e Pori hag e [[1986]] ez eas da [[Helsinki]]. Abaoe 1996 e kas holl e amzer o skrivañ Daou vugel en deus, ha dimezet eo gant Tarja Laaksonen. Labouret en deus bet ivez evit ar gazetenn [[Helsingin Sanomat]]. Un diplom skol-veur war an arzoù en deus.
 
Hotakainen a stagas gant ar skrivañ er bloavezhioù 1980. E zastumad barzhonegoù kentañ, titlet ''Harmittavat takaiskut'', a voe embannet e [[1982]]. Goude-se e skrivas levrioù evit ar yaouankiz, ha goude-se c'hoazh romantoù. Brudet e teuas da vezañ e [[1997]] pa voe anvet evti Priz Finlandia gant ''Klassikko''. E [[2002]] e resevas ar Priz Finlandia gant''Juoksuhaudantie'' hag e [[2004]] e resevas [[Priz lennegezh Kuzul an Norzh]] gant ar memes levr. Lakaet e voe ivez da film. E [[2006]] e resevas Priz C'hoariva an Norzh gant he bezh-c'hoari ''Punahukka''.