Kastell Josilin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: it:Castello di Josselin
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
 
Gant hennezh e voe treuzfurmet ar c’hastell : dont a reas da vezañ ur c’hastell annez gant un tal greunvaen kizellet-kaer, unan eus skouerioù kentañ arz an [[Azginivelezh]] e kornôg Europa, savet gant micherourien deuet eus Italia. Gant Yann II Roc’han e voe lakaet kizellañ un toullad ''A''-où bras, en enor d’an Dugez Anna.
Skarzhet e voe ar Roc’haned eus Josilin dre ma oant [[Protestantiezh|protestanted]] hag aloubet e voe o c’hastell gant [[Dug Mercœur]], daunan ziazezañeus ennañpennoù bras nerzhioù katolik ar [[Kevre katolik|C’hevre]] enebet ouzh ar roue nevez [[Herri IV (Bro-C'hall)|Herri IV]].
E 1603 e voe graet un dugelezh eus beskontelezh ar Roc’haned gant ar roue Herri IV, hag en em ziazezañ a reas [[Herri II Roc'han]] e [[kastell Pondi]]. [[Kardinal Richelieu]] a lakaas dizalbadiñ tour-meur ha pevar zour all eus kastell Josilin e 1629. Ha disklêriañ a reas d’an dug Herri II, unan eus pennoù bras ar brotestanted : « Monseigneur, je viens de jeter une bonne boule dans votre jeu de quilles ! » (Aotrou, ur voul emaon o paouez stlepel ouzh ho kilhoù).