Korf : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 27 Gwe 2006 da 22:50


Pa vez kaoz eus ar vevien, o c'horf a zo an danvez fizikel a-bezh m'eo graet un hinienn, loen pe den, gantañ ha ne dave ket d'e bersonded, d'e gondu pe d'e ene.

N'o deus ket ar plant ur c'horf ha pa vez ganto muioc'h eget ur gell.

Implijet e vez ar ger korf wechoù'zo evit ar pezh a denn d'an neuz, d'ar yec'hed ha d'ar marv ken e vez kaoz ivez eus ar c'horf goude ar marv (ur ger gwenedeg a zo evit ar c'horf marv : kelan tost ouzh celain e kembraeg). Evit al loened e vez komzet eus ar sklosenn a-wechoù.

Korf an den a zo graet gant ar penn, ar gouzoug, ar c'horf bras, an divrec'h, an divhar (pe an divesker) hag an organoù gouennañ.

Korfadurezh eo anv ar c'helenn ma vez studiet korf an den ha e mont-en-dro drezi.

Ur c'horf a c'hell bezañ pe un teskad traoù pe ur strollad tud pe un hollad meizadoù. Un aozadur tud evel ur bagad soudarded pe an holl dud a zo ar memes micher ganto a c'hell bezañ ur c'horf ivez.

Sell ivez

Levrolladur

  • Per Denez. Korf an Den