Poc'han : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Disteurel kemmoù 723026 a-berzh Llydawr (kaozeal) Argerzh evit unvaniñ kinnig
Linenn 1:
#REDIRECT [[Poc’han]]
{{Taxobox Loen | Poc’han | Puffin2.jpg | Ur poc’han boutin}}
{{Taxobox Phylum | Chordata }}
{{Taxobox Classis | Aves }}
{{Taxobox Ordo | Charadriiformes }}
{{Taxobox Familia | Alcidae }}
{{Taxobox Genus | Fratercula, Lunda }}
{{Taxobox Echu}}
 
Ar ger '''poc’han''' (''boc’han'', ''poc’hanig'') a ya da envel meur a evn mor eus ar c’herentiad ''Alcidae'', dreist-holl re ar genad ''Fratercula'' (d.l.e. ''breur bihan'' e latin, un anv roet dezho abalamour da livioù gwenn ha du o fluñv moarvat). Liesliv e vez o figos da vare ar gouennañ. Bevañ a reont a-stroll hag ober o neizh e douarennoù alies.
 
==Ar spesadoù==
Meur a spesad a c’heller digemmañ :
*''Fratercula arctica'' ('''[[Poc'han boutin]]'''), a vev e [[Norzh]] ar [[Meurvor atlantel|Meurvor Atlantel]] hag e [[Meurvor Arktika]];
*''Fratercula corniculata'' ('''[[Poc'han kornek]]'''), a vev e [[Norzh]] ar [[Meurvor Habask]];
*''Fratercula cirrhata'' ('''[[Poc'han bouchek]]'''), a vev ivez e [[Norzh]] ar [[Meurvor Habask]].
Bremañ e lakaer ivez e-touez ar poc'haned (hag a vez lakaet ivez e-touez ar [[godog]]ed) :
*''Cerorhinca monocerata'' ('''[[Godog beg kornek|Poc'han beg kornek]]'''), a vev, eñ ivez, e [[Norzh]] ar [[Meurvor Habask]].
 
Ar [[poc'han boutin]] eo an hini anavezetañ.<br>
Isspesadoù a zo da hemañ :
*''Fratercula arctica arctica'' ('''Poc'han Arktika''')<br>
*''Fratercula arctica grabae'' ('''Poc'han bihan''')<br>
*''Fratercula arctica neumanni'' ('''Poc'han Neumann''')<br>
 
==Doareoù pennañ==
Ul labous heverk eo ar poc’han boutin gant e [[pigos|bigos]] tev, e stumm un tric’horn, ha livet-flamm da vare ar gouennañ (ruz, glas-teñval ha melen). Abalamour d’al livioù-se e vez lesanvet ''peroked-mor''. Postek eo, gant ur penn brazik ha berr, ul lost berr ivez hag ur c’horf krenn. Ruz e vez ar pavioù palvezek e-pad an hañv ha melen e vezont e-pad ar goañv.
Un tregont kantimetr bennak eo hed e gorf ha betek 60 cm e hed-eskell. Gellout a ra bevañ betek 22 vloaz.
Du eo pluñv ar c’hein, ar gouzoug hag an divaskell. Gwenn eo ar c’hof ha kostezioù ar penn. Liv ruz zo tro-dro d’an daoulagad.
[[Skeudenn:Oiseau macareux 1.jpg|thumbnail|Ur poc’han boutin]]
 
Gant o divaskell berr met kreñv e nijont izel a-us ar mor. Pa vezont o neuial dindan an dour ez implijont o divaskell evit en em embreger ha n’eo ket o favioù.
 
[[Skeudenn:3puffins.jpg|thumb|Poc’haned e Norvegia]]
 
==Annez==
Kalz a amzer a dremen ar poc’haned en donvor met neizhiañ a reont war an aodoù evel-just. Neizhiañ a reont en [[Island]], en [[Inizi Faero]], e [[Bro-Skos]], e [[Skandinavia]], en [[Douar-Nevez]] ha pelloc’h c’hoazh en hanternoz e [[Meurvor Arktika]] ([[Greunland]], [[Svalbard]]). War douar-bras Europa e ouennont war aodoù hanternoz [[Breizh]], evel da skouer en enez [[Eusa]] pe er [[Jentilez]].
Sevel a reont o [[neizh]] stok-ha-stok, war grec’h an [[tornaod]]où. Neizhiañ a reont alies e garidennoù toullet ganto en douar pe e douarennoù [[konikl]]ed dilezet. Chom a ra ar par gant an hevelep parez a-hed e vuhez. En neizh e vez dozvet ur vi hepken, a vez goret gant ar par hag ar barez a-bep-eil, e-pad 5 sizhun.
 
==Boued==
Evel kalz a evned mor eus ar c’herentiad ''Alcidae'', en em vagont diwar pesked ha blotviled bihan tapet ganto en ur splujañ, en donvor. Boueta a reont o flog diwar pesked bihan evel [[talareg]]ed pe [[glizig]]ed. Barrek eo ar poc’haned da zerc’hel kalz a besked war un dro, a-dreuz en o figos (a-wechoù meur a zousennad), abalamour d’ar c’haledennoù dantek a vez war o zeod. Gant se e c’hellont chom pell amzer o pesketa, a-raok dont en-dro d’o neizh da zegas meur a besk d’o flog.
 
==Rummatadur==
===Kerentiad===
Evit evnoniourien 'zo ne vez ket graet ken gant ar c'herentiad ''Alcidae'', deuet eo da vezañ un iskerentiad (''Alcinae'') er c'herentiad ''Laridae''.
===Urzhiad===
Diouzh an evnoniourien e vez renket ar poc'haned en [[urzhiad]] ''Charadriiformes'' pe ''Ciconiiformes''.
 
 
==Levrlennadur==
* (troet gant) [[Tudual Huon|T Huon]] ha P. an Habask, ''Laboused an Arvor'', Embannadurioù Al Lanv, 1984
 
==Liammoù diavaez==
* [http://www.nhptv.org/natureworks/hornedpuffin.htm NatureWorks – Ar poc’han kornek]
* [http://www.oiseaux.net/oiseaux/charadriiformes/macareux.moine.html Ar poc’han boutin]
* [http://www.hww.ca/hww2_f.asp?pid=1&id=26&cid=7 Ar poc’han boutin e Kanada]
* [http://www.bretagne-environnement.org/rubrique/macareux-moine Ar poc’han boutin e Breizh]
 
==Gwelet ivez==
* [[:Rummad:Laboused (anv boutin)| Rummad al laboused renket hervez o anv boutin]]
* [[:Rummad:Laboused (anv skiantel)| Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel]]
 
[[Rummad:Familhoù evned]]
[[Rummad:evned mor]]
 
[[af:Papegaaiduiker]]
[[en:Puffin]]
[[eo:Fraterkulo]]
[[es:Fratercula]]
[[et:Lunn (perekond)]]
[[fi:Lunnit]]
[[fr:Fratercula]]
[[fy:Seepappegaaien]]
[[he:תוכי ים]]
[[hu:Fratercula]]
[[io:Fraterkulo]]
[[is:Lundar]]
[[it:Fratercula]]
[[ja:ツノメドリ属]]
[[nl:Papegaaiduikers]]
[[pt:Papagaio-do-mar]]
[[ru:Тупики]]
[[sv:Lunnesläktet]]