Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 19, bloaz 2010 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14:
:::Pa vez gerioù ha n'int ket degemeret da vat en hor yezh (evel ''camembert, pizza, angstrøm, base-ball''...) e c'heller ober gant lizherennoù dibar evel m'eo meneget gant R. Hemon en e yezhadur (p.13) ''«Yezhoù all a ra ivez gant C (...), Q (...), X (...). Ni ne implijomp anezho nemet a-wechoù en anvioù estren»'' pe c'hoazh F. Kervella (Yezhadur, p. 9 ''«Er skritur e vo gellet kejañ ivez ur wech an amzer gant lizherennoù estren evel C, Q, X...»''. E-barzh Geriadur an Here e vez kavet gerioù evel ''hacienda'', ''cow-boy'', ''corrida''... Ha ne vo ket distaget ''base-ball'' evel ma vefe lennet brezhoneg, ha kavout a ra din e c'heller degemer ''burqa'', ''niqab'' (skrivadurioù gouiziek moarvat), evel ma skriver ivez ''T-shirt'', ''sweat-shirt'', ''aqvavit'', ''keffieh'' pe ''squaw''...
:::Evit a sell an [[treuzlizherennadur arabek]], eo skrivet mat ez eo '''ur c'hinnig''', ha n'eo bet savet ar c'hinnig-se nemet gant un den.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] 12 Mae 2010 da 17:05 (UTC)
::::Gouzout a ran mat, n'am eus ket lavaret e oa direizh ''comic'' pe forzh pe c'her all, hogen emaomp o kemer ur ger diwar ul lizherenneg all, a aotre meur a dreulizherennadur; ne welan ket perak e rankfe ar brezhoneg ebarzhiañ un treuzlizherennadur a zo bet gaet gant ur yezh all, dreist holl pa vez lod all a zo reizh hervez reolennoù skritur ar brezhoneg. An arabed ne skrivont ket burqa, peogwir e skrivont برقع ! Evit ar pezh a sell eus ar c'hinnig, ya, ur c'hinnig eo, merzet am eus, met unan graet e 2006 ha chomet digemm daoust d'ar gaozeadenn. Met ne fell ket din chikanañ, hañ, n'eo ket ar pal, soñjal a ra din hepken e vefe kerkoulz deomp ober gant hol lizherenneg pa vez tu, pe kaout reolennoù splann d'an nebeutañ (ha lakaat Qoran da ditl ar pennad-se neuze, dre m'eo ur "qāf" ivez) --[[Implijer:Moran|Moran]] 12 Mae 2010 da 17:25 (UTC)