Scipio Africanus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 67:
 
Adalek neuze e vo lesanvet Scipio ''Africanus'' (Skipio an Afrikan), « an hini en deus trec'het an Afrikaned ». A-wechoù e vez ouzhpennet ''Africanus'' '''''major''''' evit ober an diforc'h gant [[Skipio Emilian]] a oa lesanvet ''Afrikanus'' ivez.
 
== An distro da Roma ==
Sensor eo e [[199 kent JK]] a-gevret gant [[Publius Aelius Paetus]]. E [[194 kent JK]] eo koñsul evit an eil gwech. N'eo ket dibar ar c'hoñsulad-mañ avat. Kemer a ra perzh er brezel a-enep da [[Antiochos III]] a [[Siria]] asambles gant e vreur [[Skipio an Asian]]. E [[189 ket JK]] eo [[priñs ar sened]] evit an trede gwech. Luziet eo fin e vuhez abalamour d'ar mammennoù en em zislavar. Tamallet e vez dezhañ bezañ laeret arc'hant gounezet e-kerz emgannoù en Azia gant daou dribun ar werin, ar vreudeur [[Quintus Petilius]]. Neoazh e vez difennet gant e enebour a-viskoazh, an tribun [[Tiberius Sempronius Gracchus]], war bouez e oberenn e-kerz an eil brezel punek. Dilaosket eo an argerzhadur a-benn ar fin. Mervel a ra e [[Liternum]]. « ''Bro zizanaoudek, n'ho po ket ma eskern'' » a lavare skrid-bez e vaen-bez.
 
 
== Prederouriezh ==
[[Cicero]], er c'hwec'hvet lodenn eus ''Ar Republik'' ([[55 kent JK]]), anvet « Hunvre Scipio », a zispleg e oa Scipio troet d'ar [[bitagorerezh]].
 
== Mammenn ==
''Istor Roma'', gant [[Titus Livius]].