Rogier van der Weyden : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: en:Rogier van der Weyden
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
 
==Deskiñ ar vicher livour==
[[Skeudenn:Weyden madonna 1440.jpg|thumb|180px|Emboltred evel sant Lug o tresañ a-raok livañ ar Werc'hezn. Diazezet eo an endro war hini [[GwrecGwerc'hez ar c'hañseller Rolin]] gant [[Jan van Eyck]]. Boston, e-tro 1440]]
 
Ne ouezer ket kalz traoù diwar-benn an doare ma teskas van der Weyden ar vicher. Dielloù [[Tournai]] (peurzistrujet e-pad an [[Eil Brezel-bed]], ul lodenn anezho a oa bet treuzskrivet en XIX{{vet}} hag e penn-kentañ an XX{{vet}} kantved) a zo enno a bep seurt traoù kontrol ha neuze int bet displeget e meur a zoare. Diwar unan eus an dielloù e ouezer e voe roet gwin gant kuzul-kêr Tournai d'un den anvet 'Maistre Rogier de le Pasture' d'ar [[17 a viz Meurzh]] [[1427]]. D'ar [[5 a viz Meurzh]] [[1428]] e voe degemeret un den anvet 'Rogelet de le Pasture' e stal-labour [[Robert Campin]], asambles gant [[Jacques Daret]]. D'ar [[1añ a viz Eost]] [[1432]] e voe roet da Rogier de le Pasture an titl a vestr livour.<ref>Dirk de Vos, 1999, ''Rogier van der Weyden'', p. 51</ref> Kalz tud a soñj dezho ez eo 'Rogelet' ha 'Rogier' daou zen disheñvel. E [[1426]]-[[1427]] e oa Rogier un den dimezet a oa tost da 30 vloaz, da lavaret eo koshoc'h evit oad boutin an deskarded a zo bet implijet evel arguziñ e vefe 'Rogelet' ul livour all, a vefe bet yaouankoc'h. Er bloavezhioù 1420 ne zae ket mat en-dro kouchoù Tournai : marteze e voe deskoni diwezhat Rogier/Rogelet ur reolenn a oa da zoujañ outi hervez lezenn. D'ar mare-se e oa Jacques Daret etre 20 ha 30 vloaz hag e oa bet o labourat e stal-labour Campin abaoe 10 vloaz da nebeutañ.