Anv divoutin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: fi, pl kemmet: en, id
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
*an Aotroù 'Kemener' n'eo ket ur [[kemener|c'hemener]],
*an Itron Pennsivi n'eo ket ur penn-sivi,
*hag [[Alan al Louarn]] n'eo ket ul louarn.
 
E meur a yezh, hag ar brezhoneg en o zouez, e vez implijet pennlizherennoù e deroù an anvioù divoutin, da skouer:
 
: an anv boutin: ''ar '''g'''ov''
: an anv divoutin: ''ar '''G'''ov''
 
Anvioù divoutin eo an anvioù tud ha lec'hioù, evel :'' Korsika, Napoleone''.
 
Anvioù divoutin ivez eo :
*an anvioù loened evel [[Babar]], [[Jolly Jumper]].
*an anvioù boutin kemeret evel anvioù tud, pe lec'hioù:
**un ti gwenn, met an Ti-Gwenn,
**ur chapel nevez, met ar Chapel Nevez,
**un dimezell met an Dimezell,
**stadoù unanet , met ar Stadoù-Unanet,
**ur mor du, met ar Mor Du
*anvioù boutin implijet evel pa vijent tud, pe doueed, pe traoù sakr, pe traoù divoaz (divoutin eta):
**an Iliz, an Aoter, ar Stad, an Arme, ar Galloud, al Levr (ar [[Bibl]]), ar Ouenn, an Urzh, ar Bed, Deiz ar Varn
**anvioù levrioù ha filmoù: ''An Ti a Drizek Siminal''.
**anvioù darvoudoù: [[Gouel ar Brezhoneg]], [[Tro Bro-C'hall]], [[Ar Redadeg]].
 
==Eus an eil yezh d'eben==