Marsel Klerg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn bepred
D →‎Buhez: kempennig
Linenn 3:
 
==Buhez==
Ganet e oa bet e [[Plezeved]] (''Plevael'' gantañ) d'an [[12 a viz Du]] [[1912]]. Skoliataet eo bet e Sant Charlez, [[Sant-Brieg]], a-raok mont da gloerdi bras ar gêr-se. Beleget e voe e [[1936]]. Desket en deus komz brezhoneg gant ar person [[Pêr-Mari Lec'hvien]], pa oa kure e [[Kemper-Gwezhenneg]], ha gant tud [[Ploubêr]], e-lec'h ma oa kure e [[1942]]. Goude marv kriz e berson kozh, drouklazhet gant ar Resistanted e [[1944]], e stagas Klerg da stourm evit difenn ar brezhoneg. Bet eo kadoriad kentañ [[Kuzul ar Brezhoneg]] ([[1959]]-[[1964]]). Marvet eo e [[Bear]] d'an [[28 a viz Gouere]] [[1984]].
 
Bet eo Klerg rener ar gelaouenn vrezhonek [[Barr-Heol|Barr-Heol war Feiz ha Breizh]] a oa embannet neuze e [[Ploubêr]], e-kichen [[Lannuon]]. E [[Bulien]] ez eo bet embannet ar gelaouenn-se etre [[1953]] ha [[1978]], dre ma oa bet anvet Klerg eno. Da gentañ e oa ar gelaouenn-se [[Bleuñ-Brug]] [[Aodoù-an-Arvor|Aodoù-an-Hanternoz]]. Daoust d'he anv ne oa ket ur gelaouenn relijiel da vat, met ur seurt magazin gant ur spered breton ha katolik kentoc'h. E-pad pell eo bet an aotrou [[Armañs ar C'halvez]] skoazeller brasañ Marsel Klerg evit embann Barr-Heol.
Linenn 12:
 
Graet en deus kalz war-dro skridoù relijiel. Troidigezhioù relijiel e-leizh en deus kaset, moulet en deus levrioù liderezh. Labouret en deus kalz evit ar brezhoneg, a-benn kas e erv war-raok, abalamour ma kave dezhañ e oa dipitus stad ar Vretoned d'ar c'houlz-se. Fellout a rae dezhañ digeriñ stalioù ha reiñ labour d’ar Vretoned, digeriñ skolioù e brezhoneg evit ar vugale, lakaat ar pennoù da grouiñ ur vuhez vreizhat vodern.
 
Marvet eo e [[Bear]] d'an [[28 a viz Gouere]] [[1984]].
 
==Oberennoù==