Ofis ar Brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Istor: Ur sell ouzh ar yezh
Linenn 41:
E [[2003]] e kinnigas Jean-Yves Kozan d'an Ofis dont da vezañ ur framm publik. Distaolet e voe ar c'hinnig gant ar C'huzul-merañ a soñje dezhañ ne oa ket darev a-walc'h ar c'hinnig. E [[2004]] ez eas ar maout er rannvro gant skipailh [[Jean-Yves an Drian]] a embannas e felle dezhañ e teufe an Ofis da vezañ un Ofis Publik a-raok pell.
 
E miz Kerzu [[2007]] e voe votet gant Rannvro Breizh war ar fed lakaat an Ofis da zont da vezañ un [[Ensavadur Foran a Genlabour Sevenadurel]] hag e nevez-amzer[[nevezamzer]] ar bloaz [[2009]] e voe votet statudoù '''Ofis Publik ar Brezhoneg''' gant ar c'huzul-rannvro. A-benn neuze e kinnigas ar rannvro d'ar Stad, da rannvro [[Broioù al Liger]] ha d'ar pemp departamant breizhat, bezañ ezel eus an Ofis Publik a-benn sevel ur politikerezh yezh publik boutin evit ar brezhoneg.
 
==Aozadur==