Kaozeadenn Rummad:Tud : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 6:
:::::Aet ar robot da robotiñ da lec'h all. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 24 Meu 2009 da 03:44 (UTC)
::::::N'eo ket gant anv ar rummad-mañ emañ an dalc'h met gant ar re ledan m'eo. Ma vije renket an dud-se e-barzh isrummadoù e c'hallfe an isrummadoù-se dont e-barzh ur rummad Tud. Evel-se e vez graet e yezhoù all ([[:en:Category:People]]). Pa seller ouzh ar yezhoù all, just a-walc'h e weler ez eus rummadoù "Tud hervez o bro", "Tud hervez o micher"... E brezhoneg en em gavomp gant daou anvadur : "Tud dibar", zo troet diwar ar galleg "personnalité" moarvat, ha "Tud", zo troet diwar ar saozneg "People". Gwelloc'h e kavan chom hep kemer skouer war ar galleg ("Pobl" e kembraeg, "Person" en alamaneg..) hag ober atav gant "Tud" : "Rummad:Tud Chile", kentoc'h eget "Tud dibar Chile". En ur rummad evel-se e vefe kavet "Politikourien Chile", "Skrivagnerien Chile" ha me oar. Ha ne vo ket ezhomm eus an holl rummadoù "dibar" : "Politikourien dibar", "Istorourien dibar"... Trawalc'h a vo gant "Istorourien", a zeuio e-barzh ar rummad Tud pe ur rummad etre "Tud hervez o micher" (o zachenn labour). Petra a soñjit, "tudoù" ? --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 25 Meu 2009 da 16:56 (UTC)
::::::::A-du kren, n'eo ket echu al labour kempenn c'hoazh. Ur goulenn am eus:renket e vo an dud hervez o oberiantiz, obererezh, micher pe labour? (pe anvioù all?) Ar [[:Rummad:Tud hervez o obererezh]] a zo dija hag a zo mat d'am soñj. Marteze e karfe kenlabourerien all labourat gant ur rummad disheñvel? Ma n'eus kinnigoù nag alioù all ebet e kendalc'hin da labourat gant ar rummad-mañ hag e vo leuniet-mat a-benn nebeut.--[[Implijer:Gwendal|Gwendal]] 22 Mae 2010 da 15:14 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Tud".