Porsche 911 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
Traoù nevez eus ar re gentañ a c’hoarvez gant ar bloavezh-kenwerzhañ 1974 memestra : kresket e vez ar granennad betek 2,7 litr (evel hini ar C'h/Carrera RS), staliet e vez an ensilerezh war ar rummad a-bezh, hag aes eo anavezout ar rummad nevez-mañ gant an distokerioù « mod ar Stadoù Unaned », savet hervez lezennoù ar surentez eno; en diabarzh e vez gwelet azezennoù nevez ivez, gant o c’hilpennerioù stag. Pignat a ra an nerzh bremañ betek 150 marc'h DIN evit an 911 « marc’had-mat » (hag a gemer plas ar stumm « T »), 175 evit an 911 « S », ha 210 evit ar stumm Carrera (pourvezet gant keflusker ar C'h/Carrera RS); kinniget e vezont atav e stumm koupe pe D/Targa, ar C'h/Carrera zoken.
Efedoù enkadenn an eoul-maen e 1973 ne viront tamm ebet ouzh ar stal da vont war-raok atav : e miz Gwengolo 1974 e Paris e kinniger ur stumm dreistbouetet, met ur rakskouerenn eo d’ar poent-se : an 930/911 Turbo, un nerzh a 260 marc'h DIN evit ur granennad a 3 litr. Lakaet e vo e gwerzh e 1975, e stumm koupe hepken.
[[Skeudenn:Porsche911SCJakez.JPG|600px|thumb|left|Ur Porsche 911 S a Vro-Leon.]]
 
A benn ar fin he deus Porsche al « lestr » hag a vanke dezhi evit bezañ degemeret e-touez ar re a renk uhel. Netra nevez a-hend-all evit ar pezh a sell ouzh ar bloavezh-kenwerzhañ 1975; adalek ar bloavezh-kenwerzhañ 1976 koulskoude, e vez savet an 911 gant follennoù-houarn zinket dre an dommder : ken solut int ma ne c’hellont ket merglañ, kasimant; ne vez kinniget nemet 2 stumm evit ar rummad bouetaet gant aer : an 911 2,7 litr gant e 165 marc'h DIN hag an 911 Carrera 3.0 litr gant e 200 marc'h DIN, e stumm koupe pe D/Targa atav.
Daoust ha n’emañ ket karrigell an ankoù o tostaat evit kas ganti an 911 ? « Eo » e c’hellfe an nep respont, rak berr e teu ar rummad 911 da vezañ : ur stumm bouetaet gant aer evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1978, an 911 SC, 3 litr a granennad ha 180 marc'h DIN hepken (!), hag ur stumm dreistbouetet, kresket e granennad gantañ betek 3,3 litr, memestra: an 930/911 Turbo 3,3 litr nevez, gant e 300 marc'h DIN, mall ganto bountañ ho p... a-dreñv !