Porsche 911 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ouzhpenn pemp bloaz ha tregont eo bet ar 'Porsche 911', un oad a zoare evit ur c'harr-tan a zo bet lakaet war ziskouez evit ar wech kentañ e [[Frankfürt]] e miz Gwengolo 1963, da vare [[Saloñs ar C’hirri-tan]]. Den ebet n’en dije soñjet d’ar poent-se e vije bet graet anezhañ c'hoazh hiziv an deiz ! N'eus karr-tan all ebet en e rummad (hini an « Douristelezh Veur ») hag a zo par d’an 911, abaoe keit -all ma vez, ha. kenKen alies m’eo bet tapet ar maout gantañ er redadegoù. Anavezet er bed a-bezh gant an holl re a blij dezho ar c’hirri-tan, ganet e spered lemm [[Ferry Porsche]] hag e hini e vab [[Ferdinand Alexander Porsche|Ferdinand Alexander]], « Butzi », bez’ eo an 911 disoc’h ur menozmennozh ijinet gant ar c'helenner brudet [[Ferdinand Porsche]], tad Ferry ha tad-kozh « Butzi », anat deoc’h, an hini m’eo bet ijinet gantañ ar [[Volkswagen]] ken brudet, anvet « Buoc'hig-Doue », ar c'harr-tan ez eus bet lakaet da zont er-maez ar muiañ a skouerennoù anezhañ (ne vez ket savet ken ar "Vuoc'hig-Doue" e Bro-Alamagn abaoe 1979; koulskoude e vez kendalc'het d’ober e Bro-Meksik hag e Bro-Brazil, ouzhpenn 50 vloaz goude bezañ bet lakaet war ar stern).[[Skeudenn:Porsche911997.jpg|thumb|600px|An [[Porsche 911|911]], an doare ar muiañ gwerzhet betek miz Mezheven 2006]]
 
Lakaet eo bet ar Porsche 911 e gwerzh e fin ar bloavezh 1964 evit kemer plas an 356, bet gwelet evit ar wech kentañ 16 bloaz a-raok, war patrom ar « Vuoc'hig-Doue », bet gwellaet hag adrenket neuze. N'eo ket aes tamm ebet, rak brudet kenañ eo deuet an 356 da vezañ, met mont war-raok a ranker ober. Ar re gentañ hag a zo bet gwerzhet e-touez an 911 ne dro ket re vat ar c’heflusker anezho, met buan e teuio an diskoulm: diaes e oa ar vouetadurezh da reizhañ (gant 2 vouetaer tric'horf pourvezet gant ar stal c’hall Solex, hag a laosko o flas gant ur rummad efedusoc’h eus ar stal Weber), ha re skañv e oa an ahel en a-raok, abalamour d’ar c'heflusker (ur pezh 6 kranenn a vez yenaet gant an aer, 3 ha 3 stok-ha-stok (« flat-six » e saozneg), 2 litr a granennad en holl, gouest da zispakañ e nerzh a 130 marc'h DIN da 6100 tr/mn) lakaet a-dreñv an ahel en a-dreñv.