Apached : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: chy:Môhtséheonetane
kendeuziñ
Linenn 1:
[[File:Apache portraits.jpg|thumb|300px|]]
An '''Apacheed''' zo ur bobl henvroat, anezhi un tolpad meuriadoù [[indian]] e [[Norzhamerika]], a zo o chom e mervent [[Stadoù-Unanet Amerika]]. An holl anezho a gomz ar memes yezh : an [[apacheeg]]. Ur yezh kar eo hini an [[Navajo]]ed .
 
Kar int d'an [[Navajo]]ed ha kenorin dre o yezh, met hiziv e vezont gwelet evel div bobl disheñvel .
 
Gwechall en em lede ar bed apache eus reter Arizona betek Texas hag ar Plaenennoù Bras er reterha Gwalarn Mec'hiko er c'hreisteiz.
 
==Yezh==
Apache (distaget /əˈpætʃiː/ e saozneg) eo an an dud, [[apacheeg]] o yezh, a zo kar da hini an [[Navajo]]ed .
Lavaret e vez eo ur yezh Suathabaskek, kar da yezhoù Athabaskek Alaska ha Kornôg Kanada
 
Kantreidi ha chaseourien e oant, brezelourien griz ivez rak tagañ a raent ar pobloù kutuilherien. Da c'houde o deus stourmet a-enep da drevadennourien [[Spagn|spagnolat]], da [[Mec'hiko]]iz ha d'an Amerikaned. Trec'het e voent ha war an diskar ez ejont e fin an [[XIXvet kantved]]. E [[mirva]]où emañ o chom o diskennidi bremañ.
Linenn 39 ⟶ 47:
Thaza a varvas daou viz da c'houde diwar an drougskevent pa oa o vont gant an hent da [[Washington]] da gomz gant ar prezidant [[Grant]]. Pa voe roet ar c'heloù da c'houzout e mirva Carlos, e tec'has Naiche, mab yaounkañ Cochise , gantañ ar soñj brezeliñ. Penn-kentañ "brezelioù Jeronimo" e voe (e miz Gwengolo 1886 e echujont).
 
Kuzh e chomas ar peurrest eus ar re "zisanv", Niño Cochise en o fenn. Dieub e voent er mod-se e-pad muioc'h eget 40 vloaz, o chom e menezeier [[Sonora]], en ul lec'h anvet Pa-Gotzin-Kay.