Maguy Kerisit : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 10:
 
===Hec'h oberennoù===
*''Ameli Penn-Koumoul'', [[TES]], 2005. Ur galonad he deus Ameli. N'eo ket evit gouzañv ar skolaj ken : ar c'hentelioù sport, ar baotred a ra goap ouzh he fouez, an teir bompinell diouzh ar c'hiz ha, kement hag ober, ur c'hampagn-kelaouiñ war ar boued ! Re zo re, dav eo da Ameli kavout un diskoulm...
*''Ur goukoug dindan an doenn'', dastumad Koad glas, TES, 2006.Kreskiñ a ra an dud e familh Ameli Penn-koumoul, pezh a zegas levenez ha birvilh war un dro. Ret eo da Ameli deskiñ ur vicher nevez, hini c'hoar vras Erle, ha derc'hel memes tra gant labour ar skol...
*''Redek war rodoù'', TES. An istor-se a gont buhezIstor daou grennard, unan anezho o vevañ en ur [[kador-ruilh|gador -ruilh]].
*''Rederig e galon noazh'', [[Al Liamm]], 112 p. En istor-se e kont e vez karantez war vord ar mor e-pad ar vakañsoù -hañv. Nag a levenez hag a frankiz pa teuzeu an hañv hag ez eo echu gant ar skol. Neuze e c'hell Rodrig mont da redek war an tevenn, kantren e-touez ar reier, analat c'hwezh ar bezhin, sellet ouzh ar mor... hunvreal. Vona, ur vignonez a-gozh, a vez e Koadmanac'h ivez e-pad ar vakañsoù ha plijet eo Rodrig en he c'hompagnunezh. P'en em gav Agat avat ez eo un afer all, hag un tamm fonnusoc'h e sko e galon en e greiz.
*''Kousket e peoc'h'', dastumad Koad Glas, tresadennoù gant Kristig, miz Meurzh 2008, TES. ISBN : 978-2-912905-89-5
*Kenlabour e ''Karantez dispaket'', gant [[Filip Oillo]], [[Jef Gedez]], [[M.]], [[Maguy Kerisit]], [[Kêr-Iz]], [[Enezeg]], [[Olöf Pétursdottir]], [[Al. Merser]], [[Eflamm Gwegen]], [[P.S.K.]], [[Malo Festan]], [[Dom Duff]], [[Mai Ewen]], [[Mich Beyer]], [[Louis-Jacques Suignard]], [[Rhisiart Hincks]], [[Moran Dipode]], [[Kemo]], [[Anna Canevet]]..., miz Here 2007, Embannadurioù [[An Alarc'h]]. ISBN : 978-2-916835-03-7