Porsche 911 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 35:
Sklaer eo pa vez sellet ouzh ar stummoù nevez hag a zo bet kinniget diouzhtu war-lerc'h : ar stumm Speedster (ur stumm didoennabl penn-da-benn, diaezhenner ebet gantañ) hag an 964/911Carrera 4 (3,6 litr, 250 marc'h DIN ha 4 rod-luskañ) evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1989, ar C’H/Carrera 2 (heñvel ouzh an hini 4, 2 rod-luskañ gantañ nemetken) evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1990, an 965/911 Turbo nevez (ar re 3,3 litr diwezhañ, graet e 1989, a oa pourvezet gant ur voest 5 tizh enni) e 1991 ha distro ar C'h/Carrera RS e 1992, gant e geflusker bouetaet gant aer, 3,6 litr a granennad ha 260 marc'h DIN, da lavarout eo div wech kreñvoc'h eget hini an 911 kentañ ! Er memes bloavezh, e saloñs ar c’hirri-tan e Paris, « [[le Mondial de l'Automobile]] » evel ma vez lavaret, e talc’her da vont gant ar cheñchamantoù : kinniget e vez ur stumm nevez evit ar Speedster, hag an 965/911 Turbo 3,6 litr (360 marc'h DIN).
 
N’eo ket echu an abadenn c’hoazh, tamm ebet : e 1993 e [[Saloñs Frankfürt]] e voe kinniget rummad nevez an 911, badezet « 993 » evel just (3,6 litr, 272 cv DIN, 2 rod-luskañ), 30 vloaz rik goude bezañ bet lakaet war ziskouez evit ar wech kentañ ! Ar re a blije dezho ar stumm Targa ne gavont ket o lod gant an 993, rak hemañ a vez gwerzhet e stumm koupe pe g/cabriolet hepken... Ar bloavezh war-lerc’h e vez kinniget an 993/911 Carrera 4 (heñvel ouzh an hini 2 rod-luskañ, nemet e vez 4 rod-luskañ outañ), hag ar C'h/Carrera RS (3,8 litr, 300 cv DIN) hag an Turbo (3,6 litr, 408 cv DIN, daou d/turbo) da c’houde, hag a vez lakaet war ziskouez ez ofisiel e Saloñs [[Jeneva]] e miz Meurzh 1995. Er memes bloavezh e Saloñs Frankfürt e vez roet lañs en-dro d’an Targa, pourvezet gant un doenn ispisial graet gant gwer, hag a c’hell bezañ digoret aes-kenañ ; eno e vez kinniget an 993/911 Carrera 4 S ivez, gant e garroñsadur hag ar pezh a zo stag ouzh an hent heñvel ouzh re an [[Turbo]]. Kement hag ober e pign nerzh ar c’hefluskerioù bouetaet gant aer betek 285 cv DIN evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1996, e lec’h 272 betek-hen. Netra nevez evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1997, kinniget e vez an 993 Carrera S memestra, savet war patrom an 993/911 Carrera 4 S, gant karroñsadur an Turbo ivez, met ar pezhioù stag ouzh an hent a zo re an 993/911 Carrera. En 993/911 Carrera S an hini eo e vez staliet keflusker ar C'h/Carrera RS (3,8 litr, 300 cv DIN) evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1998; er bloavezh-se e vez kinniget ivez an 993/911 Turbo S (450 cv DIN) a vo hini diwezhañ un heuliad rummadoù bet savet war ar memes patrom abaoe 1964 : pebezh abadenn !
E fin ar bloavezhioù 80 e veze embannet an dro-lavar-mañ gant [[Sonauto]], embroer Porsche e Bro-C’hall d’ar poent-se : « War-raok atav, ar redadeg didermen ». Bez’ e talvez atav !