Elbrous : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: krc:Минги тау
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Elbrusfrombezengi.jpg|200px|right|an Elbrouz, gwelet eus ar reter]]
 
'''Elbrous''', pe '''Elbrouz''' pe '''Elbrus''' (''Эльбрус'' e [[rusianeg]], ''Минги тау'' e [[karachayeg-balkareg]]), eo menez uhelañ ar [[Kaokaz|C'haokaz]], 5 642 metr uhelder dezhañ. Sellout a reer outañ evel menez uhelañ [[Europa]], nemet n'emañ ket an holl a-unan da c'houzout pelec'h emañ ar vevenn etre Europa hag [[Azia]] dre eno. Ma lakaer an Elbrous en Azia, neuze ez eo ar [[Menez Gwenn]] (''Mont Blanc''), en [[Alpoù]], menez uhelañ Europa.
 
Daou gern a gaver e gwirionez, an eil er c'hornôg hag egile er reter. Ur [[menez-tan]] eo an Elbrous, daoust ma n'eo ket oberiant ken. Emañ e republik emren [[Kabardino-Balkaria]] e [[Rusia]], un 11 km bennak en hanternoz d'ar vevenn gant [[Jorjia]].