Porsche 911 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
+rummad hag etrewiki
Linenn 1:
[[Skeudenn:Bundesarchiv Bild 183-2005-1017-525, Dr. Ferdinand Porsche.jpg|thumb|left|200px|Ferdinand Porsche]]Ouzhpenn pemp bloaz ha tregont eo ar '''Porsche 911''', un oad a zoare evit ur c'harr-tan a zo bet lakaet war ziskouez evit ar wech kentañ e [[Frankfürt]] e miz Gwengolo 1963, da vare [[Saloñs ar C’hirri-tan]]. Den ebet n’en dije soñjet d’ar poent-se e vije bet anezhañ c'hoazh hiziv an deiz ! N'eus karr-tan all ebet en e rummad (hini an « Douristelezh Veur ») hag a zo par d’an 911, abaoe keit-all ma vez. Ken alies m’eo bet tapet ar maout gantañ er redadegoù. Anavezet er bed a-bezh gant an holl re a blij dezho ar c’hirri-tan, ganet e spered lemm [[Ferry Porsche]] hag e hini e vab [[Ferdinand Alexander Porsche|Ferdinand Alexander]], « Butzi », bez’ eo an 911 disoc’h ur mennozh ijinet gant ar c'helenner brudet [[Ferdinand Porsche]], tad Ferry ha tad-kozh « Butzi », anat deoc’h, an hini m’eo bet ijinet gantañ ar [[Volkswagen]] ken brudet, anvet « Buoc'hig-Doue », ar c'harr-tan ez eus bet lakaet da zont er-maez ar muiañ a skouerennoù anezhañ (ne vez ket savet ken ar "Vuoc'hig-Doue" e [[Bro-Alamagn]] abaoe 1979; koulskoude e vez kendalc'het d’ober e [[Mec'hiko]] hag e [[Brazil]], ouzhpenn 50 vloaz goude bezañ bet lakaet war ar stern).[[Skeudenn:Porsche911997.jpg|thumb|600px|An [[Porsche 911|911]], an doare ar muiañ gwerzhet betek miz Mezheven 2006]]
 
==Ar bloavezhioù kentañ==
Linenn 20:
 
A-benn ar fin he deus Porsche al « lestr » hag a vanke dezhi evit bezañ degemeret e-touez rummad ar re a renk uhel. Netra nevez a-hend-all evit ar pezh a sell ouzh ar bloavezh-kenwerzhañ 1975; adalek ar bloavezh-kenwerzhañ 1976 koulskoude, e vez savet an 911 gant follennoù-houarn zinket dre an tommder : ken solut int ma ne c’hellont ket merglañ, kazimant ; ne vez kinniget nemet 2 stumm evit ar rummad bouetaet gant aer : an 911 2,7 litr gant e 165 marc'h DIN hag an 911 Carrera 3.0 litr gant e 200 marc'h DIN, e stumm koupe pe D/Targa atav.
 
==Dibenn ar produiñ ?==
 
Linenn 38 ⟶ 39:
E fin ar bloavezhioù 80 e veze embannet an dro-lavar-mañ gant [[Sonauto]], embroer Porsche e Bro-C’hall d’ar poent-se : « War-raok atav, ar redadeg didermen ». Bez’ e talvez atav !
 
[[Rummad:Kirri]]
 
[[cs:Porsche 911]]
[[da:Porsche 911]]
[[de:Porsche 911]]
[[en:Porsche 911]]
[[eo:Porsche 911]]
[[es:Porsche 911]]
[[et:Porsche 911]]
[[fa:پورشه ۹۱۱]]
[[fi:Porsche 911]]
[[fr:Porsche 911]]
[[he:פורשה 911]]
[[hu:Porsche 911]]
[[it:Porsche 911]]
[[ja:ポルシェ・911]]
[[nl:Porsche 911]]
[[no:Porsche 911]]
[[pl:Porsche 911]]
[[pt:Porsche 911]]
[[ru:Porsche 911]]
[[sv:Porsche 911]]
[[tr:Porsche 911]]
[[uk:Porsche 911]]
[[zh:保时捷911]]