Syagrius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Afranius Syagrius (ganet 430, marv 486 or 487) a oa mab [[Aegidius]], ar ''magister militum per Gallias'' en-doa deuet a-benn da zifenn hanternoz [[Galia]] goude freuzadur an [[Impalaeriezh roman ar C'hornôg]]. Un ennezad c'halian-ha-roman etre ar [[Som]] hag al [[liger]], [[Swasoñ]] e gêrben, a rene, marteze, hervez Fleuriot, gant skoazell pennoù-brezel brezhon evel [[Riothamus]]. Ne oa ket klok e c'halloud zoken er rannvro-se, war a seblant, rak gant ur penn-brezel brezhon e oa dalc'het [[Bleaz]].
 
N'anavezer ket petra e oa e ditl. [[Gregor a Deurgn]] a anv anezhañ "Roue ar Romaned" (Rex Romanorum) met estrañjour eo an titl-se d'ar c'hustumoù roman. Ar gwirheñvelañ eo e raed anezhañ ''dux'' (pennlu) hag e oa ar pezh a anvfed hiziv un [[tiern- a- vrezel]].
 
Ren a reas eus 464 betek 484 ha, da gentañ, un nebeut berzhioù eñ-deus a-enep ar varvared. Gant skoazell [[Childeric]] e kasas kuit ar [[saksoned]] o-doa en em staliet e traonienn al [[Liger]]. Broc'hañ a reas neuze gant ar [[franked]] ha, ma kreder [[Fleuriot]] o kas kuit eus galia an norzh war-dro 470.
 
E 486, avat, e voe argaset gant [[Hlodwig Iañ a Vro-C'hall|Hlodwig]] a oa bet aet da roue ar franked ar-lerc'h Childeric hag en-doa adunvianet e bobl. Faezhet e voe Syagrius e [[emgann Swasoñ]] ha Hlodwig a berc'hennas e rouantelezh. E rouantelezh ar [[vizigotedwizigoted]] e repuas Syagrius met o roue [[Alarik II]] a vac'has anezhañ a-raok d'e zaskor d'ar franked.
 
E 487 e voe dic'houzouget e kuzh gant Hlodwig hervez Gregor.