Bagad Kemper : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 32:
 
-''' ISTOR :'''
 
 
Krouet e 1949, ar Bagad Kemper a zo ur gevredigezh lezenn 1901. E 2010 e oa 156 ezel, eno 133 soner a oadoù disheñvel ganto.
Linenn 45 ⟶ 44:
'''
1949-2009 : 60 vloaz Hep Diskrog'''
 
 
Lidet eo bet e-kerzh ar bloavezh 2009, 60vet deiz-ha-bloaz ar Bagad. Ur bloavezh pinvidik kenañ ! Oc'h heuliañ "leit motiv" Herve ar Meur (is-diazezour ar Bagad Kemper ha Bodadeg ar Sonerion) HEP DISKROG, en deus ar Bagad Kemper kendalc'het da eskemm ha da dreuzkas d'ar muiañ-niver e garantez evit ar sonerezh hag ar sevenadur Breizhat.
Linenn 62 ⟶ 60:
 
'''Stummadur'''
 
 
Ma 'z eo ken brudet ar Bagad Kemper, ez eo dreist-holl a-drugarez da sonerien ar c'hentañ rummad. Met ne vefe ket eus ar vrud-mañ m'hon dije ket ur c'hoant evit mont war-raok bepred e-keñver kalite hor sonerezh. An dra-se eo a zispleg mont-en-dro hor politikerezh tuta hag hor stummadur diabarzh. Araok seniñ gant ar Bagad bet 18 gwech Kampion Breizh, hent ur soner yaouank-flamm a zo bevennet : kregiñ a ra da zeskiñ e skol sonerezh ar Bagad, goude er Bagadig, war-lec'h er Bagad Glazik. Ma 'z eo mennet ha barrek hepken e sono ur wech bennaket gant ar Bagad Kemper.
Linenn 82 ⟶ 79:
Evit aesaat ha dont a-benn da zeskiñ an teknikoù, e vez e penn-kentañ desket seniñ gant ur benveg-studi : an tin whistle (fleüt Iwerzhonat) evit ar vombard, ar practice evit ar binioù-bras, ar practice pad evit an taboulin sklat.
 
''Ar Bagadig Kemper : un tennad pouezus'''''Testenn italek''
'''
 
Ar Bagadig Kemper : un tennad pouezus'''''Testenn italek''
Goude bezañ paseet 1 vloaz pe 2 er skol sonerezh, e vez enframmet ar sonerien er Bagadig. Eno, e vezont o tizoleiñ ar sonerezh a-stroll hag e gemeront perzh d'ar c'henstrivadegoù : kenstrivadegoù ar bagadoù, kenstrivadegoù bombard a-stroll, kenstrivadegoù unsoner binioù-bras pe taboulin... Un digarez e vo evito seniñ evit ar wech kentañ dirak arvesterien