Bremaik : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
un troc'h pa vez troc'het, un ehan pa vez ehanet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Bremaik''' a zu ur gazetennig enlinenn e brezhoneg. Krouet eo bet er bloavezh [[2004]] gant aozerien ar gelaouenn viziek [[Bremañ]]. Keleier a vez ingal dre ma vezont nevesaet bep lun da greisteiz. Bep bloaz e reont un ehan etre kreiz miz Gouere ha kreiz miz Eost.
 
Testennoù berr ha skañv a vez kinniget, gant ur brezhoneg aes a-walc'h evit ma c'hellfe an holl lenn anezho. An temoù pennañ a zo an dudiamantoù hag ar vuhez pemdeziek, war danvezioù a-vremañ.
O fal a zo : " kelaouiñ en un doare berr-tre e brezhoneg, kinnig testennouigoù d'an holl dre ar bed a-bezh, ingal, e brezhoneg."
 
Ne vez ket souezh na fent enne, na politikerezh na burutellerezh, ken e kav lennerien zo eo un tamm goular o blaz.
 
Skrivet e vez ar pennadouigoù gant ur skipailh tud a youl vat. Implijet e vez ar skridoù-se gant tud o teskiñ ar yezh. Tizhet eo bet an niverenn 250 e fin miz Eost [[2009]].