Unix : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ne:युनिक्स
Linenn 174:
[[Skeudenn:Kde35.png|thumb|250 px|Linux a zo ur reizhiad modern Unix-heñvel]]
 
E 1983, [[Richard Stallman]] a gemennas ar raktres [[GNU]], ur striv youlek evit krouiñ ur reizhiad [[meziantoù frank]] [[Unix-heñvel]] ; "frank" e doare kement hini a resev ur skouerenn anezhañ a vije frankiz gantañ d'e implijout, studiañ, kemmañ, hag ingalañ pelloc'h. Pal GNU a voe sevenet e 1992. E raktres diorren ur graoñell, [[GNU Hurd]], ne oa ket disoc'h gant ur graoñell oberiant, met ur graoñell kenglotus [[Kraoñell Linux|Linux]] e anv a voe embannet evel meziant frank e 1992 hervez an [[Aotre Foran Hollek GNU]]. An daou a-gevret a vez graet aliesig "Linux" anezho, daoust ma ra ar Free Software Foundation ha [[Dasparzhadenn Linux|dasparzhadennoù Linux]], evel [[Debian|Debian GNU/Linux]], gant [[Daelerezh envel GNU/Linux|an anv kevredet GNU/Linux]].
 
Ouzhpenn o implij er reizhiad korvoiñ Linux, kalz a bakadoù GNU — evel an [[Dastumad Kempunerioù GNU]] (ha nemorant ar [[chadenn ostilhoù GNU]]), al [[glibc|levraoueg C GNU]] hag ar [[Coreutils|mavegoù kreiz GNU]] — o deus kendalc'het ivez da c'hoari ur roll kreiz e reizhiadoù Unix frank.