Unix : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D … hag un eil
Linenn 178:
Ouzhpenn o implij er reizhiad korvoiñ Linux, kalz a bakadoù GNU — evel an [[Dastumad Kempunerioù GNU]] (ha nemorant ar [[chadenn ostilhoù GNU]]), al [[glibc|levraoueg C GNU]] hag ar [[Coreutils|mavegoù kreiz GNU]] — o deus kendalc'het ivez da c'hoari ur roll kreiz e reizhiadoù Unix frank.
 
Dasparzhadennoù Linux, a gaver enno Linux ha dastumadoù bras a veziantoù kenglotus, o deus tapet brud war un dro e metoù an amatourien hag e bed an aferioù. E-touez an dasparzhadennoù brudet emañ [[Red Hat Enterprise Linux]], [[Fedora (dasparzhadenn Linux)|Fedora]], [[SUSE Linux|SUSE Linux Enterprise]], [[SUSE Linux|openSUSE]], [[Debian|Debian GNU/Linux]], [[Ubuntu (dasparzhadenn Linux)|Ubuntu]], [[Mandriva Linux]], [[Slackware Linux]] ha [[Gentoo Linux|Gentoo]].
 
Un deveradenn frank eus Unix [[BSD]], [[386BSD]], a voe ivez embannet e 1992 ha disoc'h a reas gant ar raktresoù [[NetBSD]] ha [[FreeBSD]]. Hervez ar varnadenn douget e 1994 er breud savet gant [[UNIX Systems Laboratories]] enep da Skol-Veur Kalifornia ha Berkeley Software Design Inc. ([[USL v. BSDi]]), e voe lakaet sklaer edo gant Berkeley ar gwir da zasparzhañ Unix BSD — evit netra, ma venne kement-mañ. Dibaoe, Unix BSD zo bet diorroet hervez lies tuadur, en o zouez [[OpenBSD]] ha [[DragonFly BSD]].