Ger kevrennek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ar, fa, hu, ro, ru kemmet: eo
D Robot ouzhpennet: ml:സമാസം; Kemm dister
Linenn 1:
Ur '''ger kevrennek''' zo anezhañ ur ger bet savet diwar daou [[morfem distag|vorfem distag]] pe muioc'h.
 
== Doareoù kevrennadur pennañ ==
 
=== Kevrennadur pennek ===
 
An darn vrasañ eus ar gerioù kevrennek a vez savet diwar ur ''[[penn (yezhoniezh)|penn]]'', da lâret eo an elfenn a ro ar ster ledan d'ar ger kevrennek, hag an elfennoù (''[[Spisaer (yezhoniezh)|spishaerion]]'') all a dalvez da spishaat ster ar [[ger]]-se (saoz. 'modifiers'). Graet e vez ''pennek'' (saoz. ''endocentric'') eus gerioù kevrennek a seurt-se rak tennañ a ra o ster o da ster d'an elfenn pennañ a zo enne. Da skwer e brezhoneg ''ti-post'', hag a zo un ''ti'' (da lâret eo ur savadur) a dalvez da gas ha resev lizhiri (''post''). Un doare ''ti'' ispisial an hini eo.
 
=== Kevrennadur dibenn ===
 
Gerioù kevrennek all n'o deus penn ebet, avat ha ne c'heller ket divinout ster ar ger kevrennek en e bezh dre dielfennañ [[Semantik|ster]] ar [[morfem|morfemoù]] a zo ennañ. Da skwer, e saozneg ar ger ''blue-collar'' ("micherour") n'eo nag ur seurt "gouzoug" (''collar'') nag un doare "glas" (''blue''). Hervez an termenadur o tont diwar ar [[sañskriteg]] e veze graet ''bahuvrihi'' eus seurt gerioù kevrennek. Hiriv e reer kentoc'h gant an dremenn ''kevrennadur dibenn'' (saoz. ''exocentric'') o tiskwel n'o deus ar gerioù kevrennek-se penn yezhoniel ebet ha n deu ster ar ger eus er-maez eus ster ar morfemoù a zo ennañ.
 
Ouzhpenn-se ne denn ket dre ret rummad yezhadurel ar ger kevrennek da hini ebet eus rummadoù ar morfemoù a zo ennañ. Da skwer, e saozneg ur ''must-have'' a vez renket e-touez an [[anv-kadarn|anvioù-kadarn]] daoust ha m'emañ ''must'' ha ''have'' [[verb|verboù]] o-daou.
Linenn 15:
Ret eo ivez ober an diforc'h etre ar ''c'hevrennadur'' diouzh un tu hag an ''[[Morfologiezh|deveradur]]'', diouzh an tu all, e lec'h ma vez staget [[morfem distag|morfemoù stag]] (pe [[kenger|kengerioù]]) ouzh [[morfem distag|morfemoù distag]] .
 
== Reolennoù ar c'hevrennadur ==
 
Meur a doare disheñvel zo da sevel gerioù kevrennek hervez ar yezhoù.
Linenn 24:
Er [[Renkadur hervez ar vorfologiezh|yezhoù sintezel]], diouzh an tu all, e c'hell bezañ merket al liamm etre bep elfenn er ger kevrennek. En alamaneg, da skwer, ez eo merket evel [[Kas (yezhoniezh)|genitivel]] an elfenn ''Kapitäns'' (<[[Kas (yezhoniezh)|nominativel]]: ''Kapitän'') er ger kevrennek ''Kapitänspatent'' evit diskwel ez eo penn ar ger kevrennek-an elfenn ''Patent'' ("lisañs")).
 
Techet e vez ar [[Renkadur hervez ar vorfologiezh|yezhoù enteuzel]] da grouiñ gerioù kevrennek hir-tre dre pegañ meur a [[Morfem|vorfem]] an eil war lerc'h eben. Met gouest int ivez da sevel gerioù kevrennek hep ouzhpennañ seurt morfemù. Da skwer, ar ger [[japaneg|japanek]] &#31070;&#39080;神風 ''[[kamikaze]]'' a zo savet diwar daou [[anv-kadarn]] nemetken: ''kami'' ("doue; spered") ha ''kaze'' ("avel").
 
== Doareoù kevrennadur ==
 
=== Kevrennadur anv-anv ===
 
An darn vrasañ eus yezhoù ar bed a implij ''[[anv-kadarn|anvioù-kadarn]] kevrennek'' hag a-wechoù ivez ''[[anv-gwan|anvioù-gwan]] kevrennek''. Lec'hiet e vez penn ur ger kevrennek hervez an doare ma vez techet ur yezh bennak da urzhiañ ar ar [[renadenn|renadennoù]] e-keñver plas an arguzennoù pennañ ([[Renadur ar penn (yezhoniezh)|renadur ar penn]]). Diouzh un tu, ez eus yezhoù hag a zo techet da lakaat ar renadennoù da gentañ hag an arguzennoù pennañ ([[Penn (yezhoniezh)|''penn'']] ar [[rannfrazenn]]) da heul (saoz. ''left-branching language''), ha diouzh an tu all ez eus yezhoù all a ra ar c'hontrol-mik o lakaat ar renadennoù da heul ar ''penn'']] (saoz. ''right-branching language''). Da skwer:
 
:* Saozneg:
:''the blue car'' (renadenn: ''blue'' + penn: ''car'')
 
:* Portugaleg:
:''o carro azu'' (penn ''carro'' + renadenn: ''azul'')
 
Ret eo anzav, memestra, n'eo ket ket sklaer an traoù atav rak an darn-vrasañ eus yezhoù a bed a ra kentoc'h gant un urzh evit traoù zo dre vras met a c'hell ober gant un urzh kontrol evit traoù all. Gwir eo kement-mañ ivez evit ar reolennoù a dalvez da sevel gerioù kevrennek.
 
=== Kevrennadur verb-anv ===
 
Un doare ger kevrennek a gaver gwall alies e-touez holl yezhoù ar bed a vez savet diwar ur [[verb]] (dospleget peurliesañ evel-hen: trede gour unander en amzer a-vremañ) mui un [[anv-kadarn]] (alies a-walc'h liester, met ivez en unander a-wechoù).
 
Stank-tre e vez kavet seurt gerioù kevrennek, da skwer e spagnoleg ''rascacielos'' pe an italianeg ''grattacielo'' (hervez patrom ar saozneg ''skyscraper").
 
Ar saozneg, er c'hontrol, a ra kentoc'h gant un doare keverennadur verb-anv ispisial e lec'h ma vez enteuzet [[arguzenn (yezhoniezh)|arguzenn]] ar verb er [[verb]] e-unan ha dioutañ e vez savet un [[anv-verb]] achuet e ''-ing'' (''gerondivenn'') evel ''breastfeeding'', ''finger-pointing'', hag all.
 
=== Araogennoù kevrennek ===
 
N'eo ket ral kavout araogennoù kevrennek savet diwar un [[anv-kadarn]] hag un [[araogenn]] pe ul [[lerc'henn]] (saoz. ) hervez ar yezh, da skwer:
Linenn 56:
:''no naka ni'' (japaneg: anv-kadarn + goudeenn).
 
=== Skwerioù all ===
 
* Brezhoneg:
 
:''dourgi'' (liester amreizh: ''dourgon'')
Linenn 67:
 
 
== Gwelet ivez: ==
 
* [[Morfologiezh]]
Linenn 91:
[[jbo:lujvo]]
[[la:Verbum compositum]]
[[ml:സമാസം]]
[[nl:Samenstelling (taalkunde)]]
[[pl:Złożenie (językoznawstwo)]]