Hin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
kempennig eus ar framm
Linenn 5:
Gallout a reer rummañ an hinoù hervez ar c'hlasiafiadur bras a heul. Klasifiadurioù all a zo hervez an ezhommoù (labour-douar, bageerezh, kirri-nij...)
 
*== Hin bolel ==
Kriz-tre eo an hin e-barzh ar c'helc'hioù arktikel hag antarktikel rak yen-tre eo an amzer hed-a-hed ar bloaz. An temperadur izelañ a zo bet enrollet a voe -89 °C er station soviedel eus Vostok, d'an 21 a viz Gouere 1983. Ar rann-ved bolel aostral a zo graet gant ur c'hevandir kelc'hiet gant ur meurvor.Goloet e vez ar c'hevandir gant ar skorn penn-da-benn damdost hag ivez ar meurvor a-zarn, e-pad an hañv zoken. Graet eo ar rann-ved bolel voreal gant un diazad meurvor kelc'hiet gant douaroù. Goloet e vez kalz ar meurvor gant ar bank skorn hed-a-hed ar bloaz. Steuziañ a ra an erc'h e-pad an hañv e-barzh an tachennoù n'int ket ken sklas.
 
*== Hin isarktikel ==
En hemisferenn nort e-lec'h ma astenn ar c'hevandirioù betek ar c'helc'h polel emañ an hin-se.
Aroueziet eo ar rannoù bed isarktikel gant mareoù-goañv hir ha yen-tre ha mareoù-hañv berr ha klouar. Brasoc'h eo kemmadurioù temperadur : betek -40 °C e-pad ar goañv ha 30 °C e-pad an hañv. Izeloc'h eget 0 °C eo an temperadur e-kerzh 6 pe 7 mizioù. Berr eo ar mare hep rev ha skort eo gwrez an hañv da ziskornañ don an douar.
 
*==Hin gerreizh==
Etre trovanoù ha kelc'hioù polel e astenn ranndirioù kerreizh, e parzh an avelioù kornaoueg.
Izel eo cheñchamant temperadurioù etre an hañv hag ar goañv, eus klouar da c'houyen e teuont da vezañ. Erratek eo cheñchamantoù amzer hed-a-hed ar bloaz.
Linenn 18:
A-hend-all gant ur mare e-pad ma z'eo war-repoz ar plant hag eo bihanoc'h eget 6 °C an temperadur eo arouezet hinoù kerreizh.
 
*== Hin greizdouarel ==
Ne sell ket nemet ouzh an tachennoù war-dro ar Mor Kreizdouar an hin greizdouarel. Bez' ez eus hinoù greizdouarel etre ledenn 30° ha ledenn 40° nort ha su. E-pad an hañv e c'hwezh eus ar c'heheder aveloù tomm ha sec'h hag an amzer sec'h a zegas an dra-se. Tomm eo ar mareoù-hañv. E-pad ar goañv e teu an aveloù eus an nort hag eus ar c'hornog. Glebor a zegasont. Flour eo ar mareoù-goañv. Kement-mañ a zo mat evit ar strud.
 
*== Hin hanter-krin ==
E-barzh rannoù-bed kerreizh ez eus rannoù-bed hanter-krin. Tachadoù ec'hon geotus eo ar rannoù-mañ dreist-holl. Etre 250 ha 500 mm e vez ar c'hementad a c'hlaveier. N'eo ket a-walc'h evit diorren ar gwez. Glav pe erc'h e vez ar glaveier. Tomm e vez ar mareoù-hañv ha yen e vez ar mareoù-goañv.
 
*== Hin krin ==
Ur bempvedenn eus an douaroù diveuz a ra rannoù-bed dezerzh hag hanter-dezerzh. An dezerzhioù a zo tachadoù ec'hon sec'h ha noazh a resev nebeutoc'h eget 250 mm a zour bep bloaz. Ledan eo renkad an temperadurioù. Gallout a ra an temperadur e-pad an devezh bezañ brasoc'h eget 50 °C. Met euvret eo ar wrez un nebeut gant an aer sec'h-tre. Ha buan-tre e yenaañ an dezerzh adal m'az a da guzh an heol. An oabl hep koumoul a ya a-du gant skarzh ar wrez e pad an noz.
 
*== Hin istrovanel ==
En nort trovan ar C'hrank (35° N) hag er su trovan ar C'harv (35° S) emañ ar rannoù-bed istrovanel. Eus tomm da domm-tre e vez ar mareoù-hañv met hep arouez trovanel e vez ar mareoù-goañv. Dreist 0° C e vez bepred an temperadurioù. N'eus na mare-bloaz sec'h a mare-bloaz gleb, hed-a-hed ar bloaz eo ingal ar glav.
 
*== Hin drovanel ==
Sellout a ra an hin drovanel ouzh ar rannoù-bed etre trovan ar C'hrank (35° N) ha trovan ar C'harv (35° S). Aze e tremen an heol dre e zenit. Uhel e vez an temperadurioù bepred hag aroueziet e vez ar mareoù-bloaz gant cheñchamantoù mod an aveloù hag ar glaveier hepken (mare-bloaz sec'h ha mare-bloaz gleb). Ar c'hondisionnoù-se a zo peurvat evit ar strud.
 
*== Hin veneziad ==
Disheñvel diouzh re an tachennoù amezek eo kondisionnoù klimatek an tachennoù meneziad. Er re-mañ e vez freskoc'h an temperadurioù, kreñvoc'h an aveloù ha fonnusoc'h ar glaveier. E stumm erc'h e vez ar glaveier aliesoc'h. Dav e vefe ober anv eus meur a hin veneziad war menezioù e ledennoù pell-tre.
 
[[Rummad:Hinouriezh]]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Hin »