Juan José Ibarretxe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: en:Juan José Ibarretxe
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Ibarretxe.jpg|thumb|right|Juan José Ibarretxe]]
'''Juan José Ibarretxe Markuartu''' (ganet d'ar 15 a viz Mae 1957) a zo ur politikour eus Euskadi. Unan eus pennoù bras ar [[Strollad broadelour euskarat]] ([[PNV]]) eo bet, prezidant ([[lehendakari]]) kumuniezh[[Kumuniezh emrenEmren Euskadi]] e oa bet adalek an 2 a viz Genver 1999 betek ar 7 a viz Mae 2009.
 
Ganet e oa bet e Llodio e proviñs Álava, hag un diplom Armerzh en doa tapet e skol-veur Euskadi. E 1983 e voe dilennet evel kannad Parlamant Euskadi en Álava, een anv ar [[PNV]], hag adalek ar poent-se e teuas da gaout muioc'h-mui a levezon hag a vrud. Etre 1986 ha 1990 hag etre 1991 ha 1994 e oa bet kadoriad komision an armerzh hag ar budjed er PNV. D'ar 4 a viz Genver 1995 a voe anvet bezprezidantbesprezidant gant prezidant Euskadi José Antonio Ardanza. Anvet e voe danvez-prezidant een anv ar PNV d'ar 28 a viz Meurzh 1998 a-benn dilennadegoù ar 25 a viz Here, ha dont a reas da vezañ prezidant d'an 2 a viz Genver 1999. E miz Here 2003 ez embannas ar steuñv Ibarretxe, a oa bet disputet-kenañ, ma vez ijinet ennañ ur Vro Vask da zont, "keneil a-youl-vavat" gant Bro-Spagn, ganti he sistem gwir dezhi hag un dileuriañ een Unaniezh Europa. Javier Solana, penn diaraok politikerezh diavaez an UE ha genidik eus Spagn, a lavaras e miz C'hwevrer 2005 ne oa plas ebet evit seurt steuñv e-barzh bonreizh an UE a oa bet kinniget.
 
Desavet e voe Ibarretxe e spagnoleg nemetken, hogen komz a ra bremañ euskareg ha saozneg flour. Troet eo gant ar marc'h-houarn ha prezidant ur c'hleub marc'h-houarn e Llodio e oa bet. Dimezet eo gant Begoña Arregui, daou vugel o deus.