Saki : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21:
| lec'hienn = }}
 
'''Hector Hugh Munro''' (ganet d'an [[18 a viz Kerzu]] 1870 ha marvet d'an [[13 a viz Du]] 1916), anavezet gwelloc'h dindan e [[anv-pluenn]] '''Saki''', a oa ur skrivagner saoz, a rae goap eus kevredigezh amzer ar roue [[Edouarzh]] gant e zanevelloù. Tremen a ra da vezañ mestr an danevelloù, ha keñveriet e vez alies gant [[O. Henry]] ha [[Dorothy Parker]]. Marteze eo "The Open Window" (Ar prenestr digor) e zanevell vrudetañ.
 
Ouzhpenn e zanevelloù (a oa bet embannet da gentañ e kelaouennoù, evel ma oa boaz d'ar mare-se, ha goude dastumet e meur a levrenn) e skrivas ivez ur pezh-c'hoari, ''The Watched Pot'', e kenlabour gant Charles Maude; daou bezh-c'hoari en un arvest; ur studiadenn istorel, ''The Rise of the Russian Empire'' (Savidigezh impalaeriezh Rusia), al levr nemetañ embannet dindan e wir anv; ur romant berr, ''The Unbearable Bassington''; al levr e lodennoù ''The Westminster Alice'' (ul luadenn eus Alis e Bro ar Marzhoù e Parlamant ar Rouantelezh Unanet), ha ''[[When William Came]]'', istitlet ''A Story of London Under the [[Hohenzollern]]s'' (istor Londrez dindan ar re Hohenzollern), ur skrid faltazi diwar-benn aloubadenn Breizh-Veur gant an Alamaned. Levezonet e voe gant [[Oscar Wilde]], [[Lewis Carroll]], ha [[Kipling]], ha levezonañ a reas [[A. A. Milne]], [[Noël Coward]], ha [[P. G. Wodehouse]].
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1870]]