Adelaid Bourgogn (Impalaerez) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ca:Adelaida de Borgonya
Linenn 5:
Yaouank-flamm e oa pa voe dimezet da [[Lotar Arle]], a oa [[roue Italia]] gant e dad, [[Huon Arle]].
 
Hervez skridoù zo e vije bet dizenoret gant he zad-kaer « a-raok dezhi tizhout gwele e vab ». Abred e varvas he fried, pistriet e vije bet en [[950]] gant [[Berengar II]], markiz [[Ivrea]], a gemeras kurunenn Italia neuze, hag a zalc'has Adelaid en e ser en desped dezhi. Prizoniadez e oa eta. HaHag hi neuze da c'hervel d'he sikour roue ar C'hermaned, [[Otto Iañ]], a zimezas dezhi en [[951]] hag a zistroadas Berengar.
 
Kurunennet e voe evel impalaerez war un dro gant he fried e miz C'hwevrer [[962]]. [[Intañvez]]iñ a reas e miz Mae [[973]], hag he mab Otton II a renas neuze. Dizemglev avat a oa etrezi hag he [[merc'heg]] [[Teofano Skleraina]], ha kaset e voe da gaolmoc'ha gant he mab. Met pa varvas hennezh e miz Kerzu [[983]] e rankas en em glevout gant ar verc'h-kaer abalamour ma oa dalc'het he mab-bihan [[Otton III]] gant [[Herri Bavaria]], lesanvet ''an Tabuter''. Adalek marv Teofano e miz Mezheven [[991]] betek an deiz ma voe Otton en oad-gour e renas war an impalaeriezh.
Mervel a reas e [[999]], er bloaz ma teuas he mignon [[Gerbert d'Aurillac]] da vout pab, dindan an anv a [[Jelvestr II]]. Sikour a reas sevel meur a vanati, evel hini [[Seltz]], e-lec'h ma echuas he buhez.
 
==Ar santez==