Azzo VIII d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: nl:Azzo VIII d'Este
D Robot kemmet: en:Azzo VIII d'Este, Marquis of Ferrara; Kemm dister
Linenn 1:
'''Azzo VIII d'Este''' (marvet d'an [[31 a viz Genver]] 1308) a oa markiz [[Ferrara]], [[Modena]] ha [[Reggio]] eus 1293 betek e varv.
 
Markiz e voe war-lerc'h marv e dad, [[Obizzo II]]. Damveneg a ra [[Dante]] en Inferno, en dije muntret e dad. Lavarout a ra ivez e oa e hantervab, met n'eo ket sklaer pe e oa lezvab pe mab bastard.
 
E penn kentañ e amzer-ren ne reas nemet brezeliñ : gant [[Padua]], pa voe anvet da varkiz, gant [[Parma]] ha [[Bologna]] e 1295-99. Tamallet e voe dezhañ muntr priñs Bologna, [[Jacopo del Cassero]], a enebe ouzh e raktresoù.
 
== Dimeziñ ==
Brudet-kaer e oa an emglev a reas gant Charlez II Naplez evit e verc'h yaouankañ, Beatrice. Skrivañ a reas Dante diwar-benn Charlez "e veze gwelet evel un den a werzhe e verc'h hag a rae marc'had warni evel ma ra morlaeron gant sklavezed." Chomet eo ar c'hontrad-eured e dihelloù Este : gant Azzo e voe roet 51,000 florin d'e [[tad-kaer|dad-kaer]], da vezañ postet e douaroù en e rouantelezh hag e-lec'h ma karje en aferioù e vab-kaer, gant promesa da reiñ hêrezh Este d'ar mab henañ, kontrol d'ar pezh a veze graet a-raok, pezh a dalveze kement ha dishêrañ breur Azzo, Francesco d'Este.
Lidet e voe an eured war an ton bras evel ma teree. [[Modena]] ha [[Reggio]] a emsavas e 1306 abalamour ma oa bet klasket o reiñ da v-Beatrice evel [[argouroù]], pa oa ar boaz d'ober gant an [[trederannerezh]].
 
[[Francesco d'Este]] a guitaas Ferrara pa zegouezhas Beatrice hag a eas gant ar c'heodedoù kevredet a-enep da Azzo e 1306, da virout outañ a ren e Lombardia a-bezh.
 
[[Rummad:Tiegezh d'Este]]
Linenn 16:
 
[[ca:Azzo VIII d'Este]]
[[en:Azzo VIII of d'Este, Marquis of Ferrara]]
[[it:Azzo VIII d'Este]]
[[nl:Azzo VIII d'Este]]