Peurunvan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
 
Ar '''peurunvan''' eo anv an [[doare-skrivañ]] savet e 1941 evit unvaniñ an [[doare-skrivañ KLT]], eussavet e 1908, gant hini [[Bro-Wened]], da gaout un doare-skrivañ hepken evit ar brezhoneg lennek.
Doare-skrivañ pennañ ar brezhoneg eo hiziv . Implijet e vez gant an holl skolioù, degemeret gant an holl skolioù-meur, hag e ya da ober tost an holl levrioù embannet.
 
==Pouez hiziv==
Doare-skrivañ pennañ ar brezhoneg eo hiziv . Implijet e vez gant an holl skolioù, degemeret gant an holl skolioù-meur, hag e ya da ober tost an holl levrioù embannet.
 
==Reolennoù==
Reolennoù doare-skrivañ ar peurunvan a vo kavet er pennad [[doareoù-skrivañ e brezhoneg]]. Doujañ outo a dleer ober er pennadoù holloueziadurel.
 
==RendaelSioù==
N'eo ket disi an doare-skrivañ-mañ evel n'eo ket disi ar re all, nag e yezh ebet. Gant e enebourien ne vez gwelet nemet ar sioù, gant ar re a ra gantañ, ar re niverusañ a bell, ne vez ket gwelet ar sioù atav, ken boas int, evel en holl yezhoù.
 
==Istor==
Koulskoude ez eus bet tabut e-pad pell e Breizh diwar-benn an doare-skrivañ ha dreist-holl enebiezh ouzh ar peurunvan.
*Unan eus an arguzennoù e oa (hag e vez c'hoazh gant tud zo) an istor: ur skritur "nazi" e vije bet.
*Un arguzenn all eo an distagadur: lakaat a rafe an dud da zistagañ fall.
 
==An enebourien==
Da veur a hini e seblant rendael an doareoù-skrivañ eus un amzer all pa n'eo ket peogwir e skriver e peurunvan ez eur "a-du gant an Nazied", evel ma veze lavaret, pa voe adkroget da skrivañ e peurunvan e 1945 gant [[Youenn Olier]]. [[Andreo Ar Merser]], [[Armans Keravel]] pe c'hoazh [[Visant Seite]], daoust m'o doa asantet d'ar peurunvan e 1941 o doa e zilezet e 1945, hag aet a-du gant ar Skolveurieg e 1954.