Nicolas Demorand : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : '''Nicolas Demorand''', bet ganet e Vancouver (Kanada) d'an {{deiziad|5|Mae|1971}}, a zo ur gazetenner gall. ==E vuhez== Mab d'un diplomat eo, ha bevet en deus er [[Kanad...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 6 Gou 2010 da 21:45

Nicolas Demorand, bet ganet e Vancouver (Kanada) d'an 5 a viz Mae 1971, a zo ur gazetenner gall.

E vuhez

Mab d'un diplomat eo, ha bevet en deus er C'hanada, er Stadoù Unanet, er Japan, e Belgia e Maroko. Skoliad eo bet en École normale supérieure de Fontenay-Saint-Cloud, hag un aotreegezh prederouriezh en deus tapet, skolveuriad war al lizhiri modern eo ha kelenner eo bet en ul lise micherel hag e klasoù prepa evit ar skolioù uhel, met ivez kroniker war ar gastronomiezh ha kazetenner dizalc'h evit an Inrockuptibles.

Dont a ra er France Culture e 1997, kenlabourer Staccato gant Antoine Spire hag eus La Suite dans les idées gant Sylvain Bourmeau eo bet a-raok produiñ Cas d'école hag adalek miz Gwengolo 2002 en deus kinniget lodenn mintinvezh ar chadenn, Les Matins de France Culture. Eus miz Gwengolo 2006 da Even 2010 [1], da-heul Stéphane Paoli, e reas war-dro kinnig lodenn keleier ar mintin war France Inter (Sept neuf trente, hag a oa deuet da vezañ Le Sept dix e miz Gwengolo 2007 ha Le Six trente dix e miz Genver 2010).

Eus miz Gwengolo 2008 betek Ebrel 2009 e reas war-dro al lodenn 6e - 8e noz war ar chadenn keleier dibaouez i>Télé, a-gevret gant Maya Lauqué[2][3].

Abaoe miz Gwengolo 2009, e kinnig war France 5 un abadenn divizoù politikel anvet C politique [4] hag a zeu da-heul hini Serge Moati, Ripostes.

D'an 18 a viz Du 2009 e resev Nicolas Demorand ar priz Philippe Caloni eus an aterser wellañ[5].

Notennoù ha daveoù

  1. (fr) Patrom:Lien web
  2. (fr) Julien Lalande, « Nicolas Demorand arrive au 18/20H d'i-TELE » war Ozap.com, 11 a viz Gouere 2008
  3. (fr) Emmanuel Berretta, « Nicolas Demorand quitte I-Télé » war lec'hienn ofisiel ar pemdezieg Le Point, 2 a viz Ebrel 2009.
  4. (fr) france5.fr, « Nicolas Demorand présentera une nouvelle émission politique sur France 5 », war lec'hienn France 5, 29 a viz Even 2009.
  5. (fr) Patrom:Lien web


Liammoù diavaez