Zheng He : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot ouzhpennet: wuu:郑和; Kemm dister
Linenn 2:
 
[[Skeudenn:Zhenghepainting.jpg|thumb|200px|right|Zheng He gwisket evel un amiral]]
== E vuhez ==
 
"Ma Sanbao" (馬 三保) e oa e anv kentañ. [[Muzulman]] e oa, eus ar boblad [[Hui]] ha genidik e oa eus proviñs [[Yunnan]]. Pa voe aloubet Yunnan gant armeoù an impalaerien [[Ming]], e voe prizoniet Ma Sanbao. Spazhet e voe ha dont da vezañ un [[tizog]] e servij an impalaer [[Yongle]], an trede impalaer en dinastiezh Ming, a oa o ren etre [[1403]] ha [[1424]]. Adanvet e voe ''Zheng He'' gant an impalaer. Dont a reas da vezañ unan eus kuzulierien an impalaer. Troet e oa gant ar broioù pell. Ret eo gouzout e oa bet e dad hag e dad-kozh e pirc’hirinded e [[Mekka]] ha Zheng He en doa klevet anezho meur a wech o kontañ o beajoù. Goude studioù e skolaj [[Nanjing Taixue]] (Skolaj Kreiz an Impalaeriezh) e teuas da vezañ ur moraer akuit. Diskouez a ra e ergerzhadennoù e oa ur moraer hag un aozer beajoù barrek, met ne oa ket ur marc’hadour. An anaoudegezh eus ar bed gant Sinaiz a greskas kalz en e amzer met ne zeuas ket kalz a eskemmoù kenwerzhel diwar se. Kontañ a reer ivez e oa bras-divent.
Linenn 10:
E [[1424]] e varvas an impalaer Yongle. An hini a zeuas war e lerc’h, [[Hongxi]] (a voe o ren etre [[1424]] ha [[1425]]), a zivizas krennañ galloud an tizoged el lez. Zheng He a reas ur veaj all c’hoazh dindan ren an impalaer [[Xuande]] (a rene etre [[1426]] ha [[1435]]), met goude-se e voe echu gant ar beajoù bras. Mervel a reas Zheng He e-pad ar veaj diwezhañ. Daoust m’emañ e vez e [[Nanjing]] (adsavet e voe e [[1985]]), e varvas en donvor moarvat hag e gorf a zle bezañ bet taolet d’ar mor, evel ma veze graet gant an amiraled veur.
 
== E veajoù ==
 
"Meurvor ar c’hornôg" eo a voe ergerzhet gant Zheng He, gouez dezhañ, da lavaret eo morioù er mervent da Sina, etre [[Azia]] hag [[Afrika]]. E-touez ar broioù ma veajas e c’heller menegiñ :
Linenn 16:
[[Skeudenn:KangnidoMap.jpg|thumb|300px| [[Kartenn Kangnido]] (eus 1402) a voe savet a-raok beajoù Zheng He ha moarvat e voe implijet gantañ. Diskouez a ra ar gartenn-se e oa anavezet mat ar "Bed kozh" gant tud reter Azia d’ar mare-se.]]
 
* [[Azia ar gevred]]
* [[Sumatra]]
* [[Java (enez)|Java]]
* [[Sri Lanka|Selan]]
* [[India]]
* [[Persia]]
* Ar [[Pleg-mor arab-ha-pers]]
* [[Arabia]]
* Ar [[Mor ruz]] betek [[Egipt]]
* Aod [[Afrika]] betek [[kanol Mozambik]]
 
Linenn 31:
Degas a reas en-dro da Sina kalzik traoù eus e veajoù, profoù ha kannaded eus tregont roue, en o zouez ar roue [[Alagonakkara]] eus Selan. Gant ar gelaouenn amerikan [[Life (kelaouenn)|Life]] eo bet lakaet Zheng He er 14{{vet}} renk e-touez tud pouezusañ ar bed e-pad an eil [[milved]].
 
== Levrlennadur ==
* Louise Levathes, ''When China Ruled the Seas: The Treasure Fleet of the Dragon Throne, 1405-1433'', Oxford University Press, 1997, ISBN 01951120750-19-511207-5
* Gavin Menzies, ''1421: The Year the Chinese Discovered the World'', Morrow/Avon, 2003, 576 pajenn, ISBN 00605376390-06-053763-9. (hervez Gavin Menzies e vije bet Zheng He betek Amerika)
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.chinapage.com/zhenghe.html Pajenn Sina (e saozneg)]
* [http://www.nationalgeographic.com.es/articulo.jsp?id=422611 Pennad spagnolek en National Geographic, diwar-benn Morlu Bras Sina]
Linenn 45:
 
{{DEFAULTSORT:Zheng He}}
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1371]]
[[Rummad:Marvioù 1435]]
[[Rummad:Ergerzherien sinaat]]
[[Rummad:Istor Sina er XVvet kantved]]
[[Rummad:Tud Sina]]
Linenn 124 ⟶ 125:
[[vo:Jeng He]]
[[war:Zheng He]]
[[wuu:郑和]]
[[xal:Чжэн Хэ]]
[[yo:Zheng He]]