Elisabeth Dmitrieff : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: oc:Elisabeth Dmitrieff
D Add image from http://tools.wikimedia.de/~emijrp/imagesforbio/
Linenn 1:
[[Skeudenn:Elisabeth Dmitrieff.jpg|thumb|right|Elisabeth Dmitrieff]]
'''Elisabeth Dmitrieff''' (1851-1910) a oa unan eus emsaverezed ar Gumun. Genel a reas e rannvro Pskov e [[Rusia|Bro-Rusia]] e 1851. Laeradenn un ofiser galloudus, resevout a reas un deskadurezh a-feson e Sant-Petersbourg e-lec’h ma kejas gant sokialourien. Dimeziñ a reas gant ar c’horonel Tomanovski evit gellout mont d’an estrenvro. Mont a reas da [[Suis|Vro-Suis]] e-lec’h ma krouas kevrenn rusian an [[Etrebroadel]]. Kejañ a reas gant [[Karl Marx|Marx]] e [[Londrez]] ha dont da vezañ tost dezhañ. Kaset e voe war e urzh da [[Pariz|Bariz]] e miz Meurzh [[1871]] evel kannadez Kuzul-meur an Etrebroadel. Oberiant-tre e voe e-pad ar Gumun, o vezañ unan eus pennoù-bras Unvaniezh ar Maouezed evit Difenn [[Pariz]] ha sikour an dud gloazet. Stourm a reas evit ingalded ar reizhoù, ingalded ar goproù ha c’hoant he doa krouiñ un Etrebroadel evit ar merc’hed a-benn tizhout ar palioù-se. Stourm a reas e-pad ar Sizhunvezh Gwadek evel n’eus forzh peseurt gwaz. Distreiñ a reas da [[Rusia]] o tremen dre [[Suis]]. Eno e timezas ur gwaz kondaonet d’an harlu e [[Siberia]]. Heuliañ a reas anezhañ. Du-se e teskas e oa bet kondaonet dre zesfailh e Bro-C’hall d’ar 26 a viz Here 1872 d’an harlu. Mervel a reas e-kichen he gwaz e Siberia e 1910.