Charles de Gaulle : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 33:
 
== [[Brezel bed kentañ]] ==
Letanant ar [[Brezel bed kentañ|C’hentañ brezel bed]] ez eo anvet kabiten adalek [[1915]]. Gloazet e oa kerkent hag e gentañ emgann e [[Dinant]] (reter [[Belgia]]) d’ar 15 a viz Eost [[1914]]. Kaset e oa goude d’an 33{{vet}} RI war talbenndalbenn Champagne evit ren ar 7{{vet}} kompagnunezh. Gloazet eo a-nevez d’an 10 a viz Meurzh [[1915]] en dorn kleiz, e-pad [[Emgann ar Somme]]. Mennet d’en em gannañ e tisent d’e ofiserien o reiñ an urzh da dennañ war fozelloù an enebourien. Abalamour da se ez eo torret diwar e garg evit eizhteiz. Un ofiser tatillon, volontiers cassant, e speredegezh hag e galonegezh dirak an tan a laka anezhañ da vezañ merzet e-touez ar re all kement ha ken bihan ma kinnig [[komandant]] an 33{{vet}} RI kemer anezhañ da eiler.<br />
D’an 2 a viz Meurzh [[1916]] e oa taget e rejimant hag hogos distrujet gant an enebour pa oa o tifenn kêriadenn [[Douaumont]], e-kichen [[Verdun (Meuse)|Verdun]]. Distrujet-naet eo e gompagnunezh e-pad an emgann-se hag ar re zo chomet bev zo gronnet gant an Alamanted. Hervez an istor ofisiel e klask De Gaulle toullañ linennoù an enebourien; rediet eo e-pad an emgann da lammat en un toull obuz evit klask goudor met Alamanted a ra ar memes tra hag a c’hloaz anezhañ gant un taol [[baionetez]] en en e vorzhed kleiz<ref>[[Max Gallo]], ''De Gaulle'', levrenn gentañ : ''L'appel du destin'', III, 10</ref>. Prizoniet gant an Alamanted ez eo pareet ha lakaet en ur c’hamp prizonierien. Hervez ur soudard eus e gompagnuniezh e vefe tremenet an traoù en un doare all: « Gronnet e oamp bet ha dindan urzhioù hor c’habiten de Gaulle e oamp rediet da godianañ. »<ref>Testeni Samson Delpech, embannet e ''Sud-Ouest Dimanche'' d’ar 16 a viz Ebrel [[1961]] ha d’an 29 a viz Meurzh [[1966]].</ref>