Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Disteurel kemmoù 766336 a-berzh 220.232.237.39 (kaozeal) oc’h adlakaat titouroù tennet gant an IP hep displegadenn |
||
Linenn 1:
{{Infobox Sonerezh (arzour)
| karta = kan
| anv = Denez Prigent
| skeudenn = [[Image:Denez Prigent 2005.jpeg|250px]]
| alc'hwez = Denez Prigent e gouel kan ar vartoloded 2005.
| ganet = {{Deiziad|17|
| lec'h gan = [[Santeg]] - {{Breizh}}
| bloavezhioù = Abaoe [[1982]]
| doare = [[Gwerz]], [[Kan-ha-diskan]]
| label = [[Barclay Records]]
| endro =
| micher = [[Kaner-sonaozer]]
| lec'hienn = [http://www.denezprigent.com/ www.denezprigent.com]
}}
'''Denez Prigent''',
== Ur c'haner hengounel a-vremañ ==
Linenn 20:
=== Bugaleaj, abadennoù kentañ ===
E-pad ar sizhunvezh e vev Denez Prigent e ti e dad er [[Ar Releg-Kerhuon|Releg-Kerhuon]]. Mont a ra da di e vamm-gozh
Gant e vamm-gozh e tizolo Denez ar brezhoneg, ur yezh heson gant an natur, ha doare an dud eus ar mare-se da droadañ kanaouennoù e pep tro<ref>{{fr}} [http://www.lesinrocks.com/musique/musique-article/article/mezalch-ennon-ur-fulenn-aour/ Denez Prigent — Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour], Les Inrockuptibles</ref>{{,}}<ref name=charrues>{{fr}} [http://www.vieillescharrues.asso.fr/festival/artistes/detail.php?artisteid=13 Denez Prigent], Gouel an Erer Gozh</ref>.
Erruet
Pevarzek vloaz
E [[1988]] ez a Denez war ar vicher a gelenner [[brezhoneg]] e [[Karaez]]<ref name=charrues />.
D'ar mare-se eo pedet da ganañ e gouelioù sonerezh hengounel<ref name=universal>{{fr}} [http://www.universalmusic.fr/artiste/denez--prigent/ Denez Prigent — sa biographie], Universal Music</ref> evel [[les Tombées de la Nuit]] hag ar [[festival Interceltique de Lorient]]. Ti-kêr [[Roazhon]], gevellet e [[1991]] gant Alma-Ata ([[Almaty]]), kêr vrasañ
E 1991 e ro Denez e zilez eus e bost kelenner evit mont da ganer a-vicher<ref name=charrues />.
En ur zastum
E 1992 eo pedet d'an [[Transmusicales]] e Roazhon. Kanañ a ra e-unan, a cappella, dirak tud
=== Ur bladenn gentañ a cappella ===
Linenn 38:
[[Skeudenn:Danse bretonne été 2004 005.JPG|right|thumb|Korollerien.]]
E [[1993]] e teu er-maez e bladenn gentañ, ''Ar gouriz koar''. Degas a ra koun an anv-mañ eus ar gourizioù koar er [[Barzaz Breiz]] : eno e vez implijet ar gouriz koar a ra teir gwech tro ur lec'h evel al lore a vo roet ma vo asantet ur goulenn
Daoust ma oa pal ar bladenn-
Al label Auvidis/Silex, deuet er-maez ar bladenn warnañ, ne bae ket ar c'haner<ref name=bio-mondomix />. Dibab a ra Denez [[Barclay Records|Barclay]] evit e bladennoù a zeu ha kas a ra Auvidis dirak al lez-varn. N'eo ket
Ne gaver ket ''Gwerz Penmarc’h'', ''Deuit Ganin'' ha ''Son Marivonig'' war ar bladenn nevez ; en o lec'h
=== An emgav gant ar sonerezh elektronek ===
Linenn 51:
Diwar ali e wreg e ya Denez d'ar [[rave party]] kentañ aozet e Roazhon, e 1993, daoust ma oa dezhañ rakvarnioù fall<ref name=ethnotempos />. Eno e tizolo ur sonerezh, evel hini Breizh, a ya war-dro an dañs, hag a ra gant ul lusk ha notennoù tost eus sonerezh hengounel Breizh. Neuze e soñj e c'hellfe implijañ anezhi da heul e gan.
E [[1995]] e kemer perzh Denez Prigent e ''Dao Dezi''<ref>{{fr}} [http://2007.festival-cornouaille.com/presse/01/dp-fc-2007.pdf Page 10 - Biographie de Denez Prigent - Le projet Dao Dezi]</ref>. Kaset eo ar raktres-se gant Éric Mouquet, eus [[Deep Forest]], ha Guilain Joncheray, evit ober gant sonerezh Breizh evel ma rae Deep Forest gant sonerezh [[Afrika]], da lavarout eo, meskañ
=== Ur fulenn aour ===
Linenn 57:
[[Skeudenn:Quimper-Cath.Saint‑Corentin,.JPG|right|thumb|[[Iliz-Veur Sant-Kaourintin Kemper]], unan eus al lec'hioù war hent an Tro Breizh.]]
Dont a ra e eil bladenn, ''Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour'', e [[1997]]. Savet eo an holl
Evit dibab ar sonioù elektronek e ya Denez war-dro [[Arnaud Rebotini]], a ziskouez dezhañ e bladennoù. Al lodenn vrasañ eus ar sonioù dibabat gant Denez zo sonioù [[jungle]] peogwir e gav dezhañ ez a mat o zempo, peurliesañ 160-170 bpm, gant ar c'han breizhad<ref name=ethnotempos />.
Evit al lodenn brasañ eus ar c'hanioù eo enrollet ar c'han da gentañ, ha lakaet ar sonioù elektronek war-lec'h.
Hervez Denez Prigent eo al labour-se keñver hag hini [[Alan Stivell]] er bloavezioù 70 pa gemeske sonerezh hengounel ar vro hag ar Rock<ref>{{fr}} Alexis Bernier, [http://www.liberation.fr/culture/0101236164-un-breton-dans-la-jungle-denez-prigent-mele-biniou-et-breakbeat-un-album-etonnant-denez-prigent-album-me-zalc-h-ennon-ur-fulenn-aour-rosebud-barclay Un breton dans la jungle. Denez Prigent mêle biniou et breakbeat : un album étonnant. Denez Prigent, Album: «Me'Zalc'h Ennon Ur Fulenn Aour», Rosebud/Barclay]</ref> :
<blockquote>
Linenn 69:
N'eo ket an holl o doa karet ar bladenn gentañ a-du gant ar sonioù elektronek en eil bladenn, met hervez Denez Prigent eo an dalc'h chom fidel d'an tu diventad ar c'han breizhad<ref name=ethnotempos />. En ur ganañ ur gwerz e rank ar c'haner dreist-holl treuzkas puilhentez ar c'han, hag evit-se chom hep heuliañ ur mentad, met er c'hontrol, paouez p'eo poent ober. Hervez Denez Prigent e ya ur gwerz mentadet d'ur « ganaouenn », met naturel eo ur sonerezh elektronek gant ur gwerz kanet evel ma rank bezañ kanet.
Pouezus eo dezhañ ivez distagadur hengounel ar brezhoneg, gant an [[dibril]]<ref name=charrues />, un r ruliet ne vez implijet nemet e brezhoneg kanet.
Pouezus eo ivez dezhañ chom fidel da reolennoù hengounel ar gwerz, gant
Bezañ fidel d'an hengoun ne sinifi ket skoachañ ; er c'hontrol, hervez Denez eo ober war-dro sevenadur Breizh dre vont diouzh ar sonerezh elektronek un doare d'en em zigeriñ d'ar sevenadurioù all<ref>[http://real.antourtan.org:8080/ramgen/ete2001/charrues/int-prigent.rm Pennad-kaoz gant Denez Prigent hag Anna Louarn e-pad gouel an Erer Kozh(2001)], An Tour Tan</ref>.
Linenn 76:
E 1998 e kemer perzh e abadenn [[Alan Simon]], ''Excalibur, la légende des Celtes'', gant [[Roger Hodgson]] (kaner ar strollad [[Supertramp]]), [[Angelo Branduardi]] ha [[Didier Lockwood]].
===
[[Skeudenn:France - Passage du Gois + Pont de Noirmoutier.jpg|right|thumb|Un erv pa vez izel ar mor.]]
E [[2000]] e teu er-maez ur bladenn nevez anvet ''Irvi''. Kontañ a ra ar c'han ''Hent-eon'', war ar bladenn-se, istor ur paotr eus [[Pornaleg-Leskonil|Leskon]] a garfe bezañ interret en un erv evit bezañ beilhet gant an natur. Kavet e vez an arouez-mañ eus ul liamm etre daou ved, etre ar vuhez hag ar marv, e ''Daouzek huñvre'' : er c'han-se ez a ''seizh spered koll gant gwiskoù kig […] a-rigenn gant an erv''.
An holl gomzoù a zo skrivet gant Denez Prigent, evel re ''Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour'', nemet re ''E ti Eliz Iza'', war ar bladenn vonus. Al lodenn vrasañ eus ar sonioù a zo savet gantañ ivez, a vesk benvegioù hengounel ha sonioù elektronek. Ne glever ket ar re-se kerkoulz hag en araok ; neuze e seblant ''Irvi'' nebeutoc'h ''jungle'' ha muioc'h [[new age]]<ref name=legoff>{{fr}} Sylvie Hamon, Stéphane Fougère, Didier Le Goff, [http://rythmes-croises.org/ethnotempos/chroniques/denez_prigent.htm Denez Prigent], Ethnotempos</ref>. E touesk ar sonerien e vez kavet ar jazzman [[Louis Sclavis]], ar soner rebed [[Valentin Clastrier]], hag ar soner [[uilleann pipes]] [[Davy Spillane]].
Evit ar wech kentañ e klever komzoù e galleg en ur bladenn Denez Prigent. Lavaret int gant [[Bertrand Cantat]] e ''Daouzek huñvre'', ur c'han a ro soñj eus an daouzek rann a vez kavet e-barzh ''Ar rannoù''. Kanañ a ra ivez [[Lisa Gerrard]], kanerez [[Dead Can Dance]], er c'han ''Gortoz a ran'', dibabet gant [[Ridley Scott]] evit arvest diwezhañ e film [[Black Hawk Down]].
Senniñ a ra ar [[bagad Kemper]] da heul Denez Prigent war ''E trouz ar gêr'' hag ''Ar sonerien du'', ur gwerz diwar-benn mojenn ur soner biniou hag un talabarder tapet gant an archourien, a glaske laeron. Krouget eo bet an daou hag interret e [[Pont-'n-Abad]], araok ma voent kavet digablus. Hiziv e vez o bezh ur lec'h perc'herinded<ref>{{fr}} Strollad aozerien, ''La musique bretonne : Histoire des sonneurs de tradition'', Le Chasse-Marée, Douarnenez, 3 Meurzh 2003, 511 p. {{ISBN|978-2903708672}}</ref>.
E istor Denez Prigent e kroug an archerien ar sonerien evit ne rankint ket lavarout o deus laosket al laeron terc'hel. Kontañ a ra ma roe an dud speredet-mat eus ar mare-se ur brud fall d'ar sonerezh fest.
Anvet eo bet ''Irvi'' d'ar [[Victoires de la Musique]] e [[2001]]<ref>{{fr}} [http://www.mondomix.com/archives/mix_fr/news/index.htm Newsletter 023 - janvier 2001], Mondomix</ref>.
Goude ul lodenn sonadegoù e sav Denez Prigent ur bladenn, ''Live Holl a-gevret !'', enrollet e-pad ar [[Festival Interceltique de Lorient]] e miz Eost 2001, gant [[bagad Roñsed-Mor]] [[Locoal-Mendon]].
=== Sarac'h, an distro d'an natur ===
[[Image:Rennes place de la République DSC 4521.JPG|left|thumb|Kêr Roazhon, ma felle da zDenez Prigent kuitaat.]]
E [[2003]] e teu er-maez ar bladenn ''Sarac'h''<ref name=legoff />. Warni e kan Lisa Gerrard, Yanka Rupkina, [[Karen Matheson]], hag ar ganerez [[sami]] [[Mari Boine]]. C'hoari a ra ar soner [[bouzouki]] [[Dónal Lunny]], ar soner [[oud]] Nabil Khalidi hag ar soner [[violoñs]] Farhad Bouallagi. Daoust ma kaver sonioù elektroek war ar bladenn-se e klever kentoc'h benvegioù hengounel.
E penn ar bladenn-se ez eus daou gan hengounel kanet : [[An hini a garan]], a-zaouioù gant Lisa Gerrard, hag [[Garnizon Lannuon|E garnison !]], a-zaouioù gant Louise Ebrel, he doa kanet gant Denez dija<ref name=greatsong />. Dont a ra er-maez ivez war ''Sara'h'' daou gan skrivet e 1991, ''Son Alma Ata'' hag ''Ar gwez-sapin''.
Er c'hontrel d'ar bladennoù all e skriv Denez Prigent diwar e benn-heñ e ''Sarac'h''. E ''N'eus forzh…'' e lavar pegen pouezhus eo ar c'han, a zalc'h anezhañ da vont war-raok er vuhez (« leskiñ a ra va zan atav »). Adkemer a ra ur werzenn en-doa implijet dija en ''E trouz ar gêr'', a ziverr e doare bevañ : « n'eus ket un deiz na ganfen ket ». E ''Dispi'' e kaver ur sell pesimist-tre ouzh stad sevenadur Breizh hag hini ar brezhoneg.
[[Image:VueDeLannionEtBrelevenez.jpg|right|thumb|Natur Aodoù-an-Arvor adkavet gant Denez Prigent.]]
Er c'han ''Sarac'h'' e kaver kredennoù bouezhusañ Denez Prigent. Kontañ a ra penaos eo deuet en-dro d'an natur. Bevañ a rae e Roazhon, e-kichen ur straed bras, hag atav e kleve trouz ar c'hirri-tan. Divizet en-deus neuze prenañ un ti e-kichen Lannuon ([[Aodoù-an-Arvor]])<ref name=mlamusic>{{fr}} Stéphane Guihéneuf, [http://www.m-la-music.net/spip.php?article1280 Denez Prigent, M-la-music</ref>. Eno e adtizolo didrouz an natur, e lec'h ne glever nemet sarac'h an avel en delioù. Abalamaour da se e soñj Denez Prigent e vez lakaet an dud d'en em serriñ en o zi e-tal o skrammoù gant ar modernaat<ref name=divskouarn />.
E [[2004]] ez a da ''Sarac'h'' « grand prix du disque » an [[Le Télégramme|Télégramme]]. Hervez [[Gilles Servat]], en-deus roet ar priz, eo Denez Prigent « un arzour divinadellek eus nevezadur ar c'homz brezhonek hag enklaskoù sonerezhioù nevez »<ref name="télégramme04" />.
Goude se en-deus kanet Denez Prigent war leurennoù evel ar [[Stade de France]] (e-pad [[Gouel Sant Padrig]]), ar Paléo Festival [[Nyon]] ([[Suis]]), Bercy, ar Rencontres Trans Musicales e [[Sina]], teatr kêr Paris, [[Gouel an Erer Kozh]] (leurenn vras), ar Casino de Paris, teatr Rozrywki e [[Polonia]], ar Simmen Festival ([[Alamagn]]), e Tenerife (Inizi Kanari) ha n'eus ket pell 'zo e La Halle au Château e Délemont (Bro Suisse).
== Temoù stankañ ==
=== Breizh hag an natur ===
[[Image:Trubschachen.jpg|left|thumb|Tachennoù bet adlodennet : ne weler nemet gwez draenek.]]
Hervez Denez Prigent eo ken pouezhus diwall d'an natur ha doujañ an hengounioù<ref name=divskouarn />. Er c'han ''An hentoù adkavet'' e ra gourc'hemennoù d'ar baleerien a gerzh e Breizh en ur ganañ. E memes tro en-deus keuz « n'ez eus plas bremañ, siwazh, nemet d'an otoioù ».
Er memes mod, en ''Ar gwez-sapin'' e komz diwar-benn an tachennoù bet adlodennet, peogwir e weler bremañ gwez draenek e pep lec'h, e plas gwez Breizh. Sevel a ra ar memes liamm : « An neb a zo bet lakaet da zisoñjal e gultur / erruiñ a ra un deiz e tisoñj ivez e natur ».
[[Image:GMO maize test 2.jpg|right|thumb|Tud a-enep an organegoù daskemmet o genoù.]]
Kontañ a ra Denez Prigent an droug-bezañ a zo dezhañ da vevañ e kêr er c'hanioù ''E trouz ar gêr'', fin ar bed e dibenn dezhañ, ha ''Melezourioù-glav'', ma kav ennañ spi en dra naturel ziwezhañ : ar glav. Pa ne gav ket an natur en-dro dezhañ e talc'h anezhi en e eñvor (''Kereñvor''). Er fin ez en-dro da vevañ war ar maez, evel m'eo kontet e ''Sarac'h''.
E ''Hent-eon'' e vez kavet tem an natur er marv. Goulenn a ra ar c'honter bezañ interret en un hent-eon evit bezan lusket peurbadel gant ar chal hang an dichal, beilhet gant e familh gwir : ar glav, al lapoused, an avel, ar mor.
Un doare all doujañ an natur e kaver e ''Geotenn ar marv'', ur c'han e-enep implij [[Organeg daskemmet he genoù|organegoù daskemmet o genoù]] el labour-douar. Hervezañ e vefe dister kanañ e brezhoneg war un douar dinaturet gant « geotenn ar marv » hadet gant ar re o deus « cheñchet hep tamm keuz ebet pezh ne c'helle ket bout cheñchet ».
=== An direizhded, ar c'hleñved, ar marv ===
[[Image:Copsa04.JPG|left|thumb|Un uzin e Copşa Mică.]]
Da heul hengoun ar gwerz e sav Denez Prigent komzoù diwar-benn an degouezhadennoù drouk gwelet pe klevet gantañ e-pad beajoù pe pennadoù-kaoz, pe er mediaoù<ref name=ethnotempos />.
Kontañ a ra ''An droug-red'' epidemiezh [[Ebola]] e [[Zaire]]. Un den, goude bezañ gwelet an holl o vervel en-dro dezhañ, a lazh ur vaouez kozh, [[alegorienn]] ar c'hleñved.
Labouradeg metal Sometra, e Copşa Mică ([[Roumania]]) eo sujed ''Copsa Mica''. Saotrus-kenañ eo an uzin-se, met an implijer nemetañ er gêr-se eo, pe dost. Neuze ez a ar re yaouank, evit gallout bevañ, da labourat d'ar forn-uhel a lazh anezho goustad.
E ''Gwerz Kiev'' eo kontet an [[Holodomor]], an naon du e Kiev er bloavezhioù [[1930]], en-deus lazhet pevar milion a dud.
[[Image:PLA soldiers.jpg|right|thumb|Soudarded sinaat.]]
En ''Ur fulenn aour'' eo kontet istor ur plac'h yaouank gwerzhet eus ar [[Filipinez]] gant he zud evit mont da [[gasterezh|c'hast]]. C'hoarvezout a ra un dra heñvel e-barzh ''A-dreñv va zi'' d'ur plac'h a 13 vloaz roet d'ur gwaz e dimeziñ. Gouelañ a ra war ar wezenn plantet ganti. Dougen a ra ar wezenn-se frouezh kaer ha saourek. Krouget he-deus he gwaz, he mamm-gaer hag he zud '''warni'''.
Sevel a ra Denez Prigent kanaouennoù diwar temoù bras ar politikerezh etrevroadel ivez. Kontañ a ra ''An iliz ruz'' lazhadeg {{formatnum:2000}} den en un [[Iliz (savadur)|iliz]] e Nyarubuyé ([[Rwanda]]) : « Troc'het ar pennoù didruez / Evel ma falc'her ed en hañvezh ». Tud all a vez lazhet er c'han ''Ar chas ruz'', diwar aloubadeg [[Tibet]] gant [[Sina]] : estreget tud a lazh ar « chas ruz », o sevenadur ivez.
E daou gan ez eus kaoz eus bugale bet lazhet. Kontañ a ra ''Ar wezenn-dar'' politikerezh digresk ar poblañs en [[India]]. Lazhet ez eus bet bugale, merc'hed e penn kentañ, abalamour d'ar politikerezh-se. ''Ar vamm lazherez'' a zo istor ur vaouez a lazh he daouzek merc'h kentañ a-raok bezañ lazhet gant an drizekvet, a chom bev daoust ma klask he mamm he lazhañ evit veñjañ ar merc'hed all.
== Pladennoù ==
Linenn 92 ⟶ 158:
Kemeret en deus perzh ivez en abadennoù-mañ:
* [[1995]] : ''Dao Dezi''
* [[1998]] : ''Excalibur'' (krouet gant [[Alan Simon]]). Kanañ a ra Denez Prigent ''Davet ar Baradoz''.
* [[1998]], [[2003]], [[2005]] :
* [[2001]] : [[Gouel an Erer Kozh]]
* [[2001]], [[2002]] : [[Gouelioù Meur Kerne]]
* [[2002]] : Dibabet eo ''Gortoz a ran'' gant [[Ridley Scott]] evit ''Black Hawk Down''
* [[2002]] : Sonerezh ar film ''[[L'Odyssée de l'espèce]]'' - Universal. Sevel a ra Denez Prigent ''Au bout du monde'' ha ''Migration'' gant [[Yvan Cassar]].
* [[2003]] : ''Nuit Celtique au stade de France''
* [[2004]], [[2005]] : ''Celtica'' en [[Naoned]].
* [[2005]] : [[Gouel Sant Padrig]] e [[Bercy]].
* [[2008]] : ''Nuit Interceltique'' er [[Stade de la Route de Lorient]], e [[Roazhon]].
== Daveoù ==
Linenn 100 ⟶ 174:
{{Daveoù |bannoù=2}}
== Stagadennoù ==
=== Pennadoù kevre ===
* [[Sonerezh Breizh]]
* [[Kan-ha-diskan]]
* [[Gwerz]]
* [[Louise Ebrel]]
=== War raktresoù Wikimedia all ===
* [[:commons:Category:Denez_Prigent|Denez Prigent war Wikimedia Commons]]
* [http://wikisource.org/wiki/Author:Denez_Prigent Denez Prigent war Wikimammenn]
=== Liammoù liesmedia ===
* Perzhioù eus e abadennoù : [http://real.antourtan.org:8080/ramgen/ete2001/charrues/concert-prigent.rm Gouel an Erer Kozh] (2001), [http://real.antourtan.org:8080/ramgen/fc/2001/direct/dimanche29/video/prigent.rm Gouelioù Meur Kerne] (2001), [http://real.antourtan.org:8080/ramgen/ete2003/fil/prigent.rm Festival Interceltique de Lorient] (2003) ; Celtica (2005) : [http://real.antourtan.org:8080/ramgen/skinwel-web/35/35-300k.rm?start=1:23:17&end=1:24:02 e-unan], [http://real.antourtan.org:8080/ramgen/skinwel-web/35/35-300k.rm?start=1:29:22&end=1:30:07 gant David Pasquet], [http://real.antourtan.org:8080/ramgen/skinwel-web/35/35-300k.rm?start=1:34:31&end=1:35:25 gant Louise Ebrel]
* [http://real.antourtan.org:8080/ramgen/ete2001/charrues/int-prigent.rm Pennad-kaoz] gwideo gant Anna Louarn e-pad Gouel an Erer Kozh (2001)
* Abadenn radio [http://www.antourtan.org/radio-2001-2004/culture/151203.html ''An divskouarn o nijal''], e miz Kerzu 2003, pa eo deuet ''Sarac'h'' er-maez
* {{fr}} Pennadoù-kaoz gwideo evit SkinwelWeb (tele An Tour Tan) goude m'en-doa kanet : [http://real.antourtan.org:8080/ramgen/skinwel-web/20/20-256k.rm?start=1:18:30&end=1:25:12 Celtica] (2004), [http://real.antourtan.org:8080/ramgen/skinwel-web/31/31-300k.rm?start=1:26:07&end=1:30:13 Gouel Sant Padrig Bercy] (2005), [http://real.antourtan.org:8080/ramgen/skinwel-web/35/35-300k.rm?start=1:18:52&end=1:23:17 Celtica] (2005)
=== Liammoù diavaez all ===
* [http://www.denezprigent.com/ Lec'hienn ofisiel]
* {{en}} [http://musicbrainz.org/artist/ff7592f0-2c7f-4df6-a178-56aa5c5cf966.html Denez Prigent] war [[MusicBrainz]]
{{DEFAULTSORT:Prigent, Denez}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1966]]
[[Rummad:Kanerien Breizh]]
[[rummad:Kanerien vrezhonek]]
[[Rummad:Kanerien Kan ha diskan]]
[[ca:Denez Prigent]]
[[cy:Denez Prigent]]
[[de:Denez Prigent]]
[[en:Denez Prigent]]
[[es:Denez Prigent]]
|