Foulk IV : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Foulk IV''', pe '''Foulk Rekin''', ganet e [[1043]] e [[Château-Landon]], ha marvet d'ar [[14 a viz Ebrel]] 1109 en [[ Anje]], a oa mab da [[Jafrez II Ferreol]], kont [[Gâtinais]], ha da [[Ermengarde Anjev, merc'h Foulk Nerra|Ermengarde Anjev]]. Kont [[Anjev]] ha [[Teurgn]] e voe eus 1068 betek e varv.
 
Evit enebiñ ouzh dug Normandi [[Gwilherm II Normandi]] ([[Gwilherm an Alouber]]) e timezas e hanterc'hoar [[Hildegard]] da Gui-Geoffroy-Guillaume VIII Akitania, hag e verc'h [[Ermengarde Anjev]] da [[Alan IV]], dug Breizh . Skoazell a roio ivez da varoned [[Maine]] pa vint emsavet ouzh dug Normandi.
Rannañ a reas madoù e eontr Jafrez gant e vreur Jafrez III: d'ar breur Anjev ha [[Touraine]], dezhañ [[Saintonge]] hag aotrouniezh [[Vihiers]].
E 1061 e voe aloubet Saintonge gant Guy-Geoffroy-Guillaume VIII, dug Akitania, met faezhet e voe gant an daou vreur Jafrez ha Foulk e [[Chef-Boutonne]]. Adkemer a reas Foulk e Saintonge neuze, met er bloaz war-lerc'h e oa distro e enebour.
 
Dre ma ne gave ket e walc'h gant aotrouniezh Vihiers e reas emglev gant baroned all a-enep e vreur, en doa bec'h gant an dud a iliz neuze. Kemer a reas kêr Saumur d'ar 25 a viz C'hwevrer 1067, Anje, d'ar 4 a viz Ebrel 1067, tapout krog en e vreur ha bac'hañ anezhañ.
 
<!-- Foulque Réchin avait gagné à sa cause quelques-uns des plus puissants vassaux de Geoffroy le Barbu, son frère, abandonné déjà par le clergé et excommunié. Sûr de leur concours, il marcha sur Angers le mercredi-saint 4 avril 1067 et, grâce à la trahison de Geoffroy de Preuilly, de Renaud II de Château-Gontier, de Giraud de Montreuil et du prévôt d'Angers, nommé Robert, s'empara de la personne de Geoffroy et le jeta en prison. La punition des traîtres ne se fit pas attendre. Foulque Réchin ne put ou ne voulut pas préserver ses affidés de la vengeance populaire. Le lendemain jeudi-saint, une émeute terrible souleva la ville : Renaud de Château-Gontier, Geoffroy de Preuilly, Giraud de Montreuil, furent massacrés ; le prévôt, appréhendé à son tour, eut bientôt après un sort semblable.
Linenn 24:
==Dimezioù==
Meur a wech e timezas.
#Kentañ gwreg en doe e oa ''Hildegarde de Baugency'', merc'h da Lancelin II, aotrou Baugency, a voe mamm da [[Ermengarde Anjev, (dugez Breizh)|Ermengarde]] († 1146), dimezet marteze da gentañ da [[Gwilherm IX]], dug Akitania ha kont Poitiers, ha neuze da [[Alan IV]] Fergent, dug Breizh.
#Goude e timezas da ''Ermengarde de Bourbon'', merc'h da ''Archambaud IV'', aotrou [[Bourbon]]. En em zispartiañ a rejont, ha hi a eas da zimeziñ da Guillaume de Jaligny. Bugale o doe a-raok, ha dreist-holl [[Jafrez IV Martel]], († 1106) a voe kont Anjev gant e dad.
#Da drede gwreg en doe ''Aurengarde'', merc'h da Isembard, aotrou Châtel-Aillon, a zimezas dezhañ d'an [[21 a viz Genver]] 1076. E 1080 e kasas anezhi kuit, d'ober un dimeziñ all.
#En taol-se e timezas d'ur verc'h da c'h-Gaoter Iañ, kont Brienne.
# War-dro 1090 ec'h addimezas da [[Bertrada Montfort]] († 1117). Honnezh a oa merc'h da Simon 1añ, aotrou Montfort, ha da Agnès d'Évreux.